Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. niv. A. Ag. peg. g. 1. (dirak an anvioù-kadarn gourel unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Tri mui unan. Pevar c'hi, pevar fark, pevar zi, pevar zroad. Troc'hañ udb. e pevar zamm, lakaat udb. etre pevar zamm. • Ur c'hazh pevar bloaz. Tri pe bevar deiz zo. 2. Trl. Na gaout pevar real da ober, da brenañ udb. : na gaout arc'hant a-walc'h. N'en deus ket pevar real da vont da droc'hañ e vlev. & Astenn ub. war e bevar ivin, ober da ub. astenn e bevar ivin : e ziskar. & Ar pevar (penn) avel*. & Bezañ e fri er pevar avel*. & Bezañ udb. digor d'ar pevar avel*. & Pevar c'horn* ar bed. & E pevar c'horn ar vro, Breizh, ar bed : e pep lec'h er vro, e Breizh, er bed. B. Ag. pet. (goude un ak. pe un anv den) Pevarvet, pedervet. Ar gentel pevar : ar pedervet kentel. Ar salm pevar ha kant. II. Rag. niv. A. Rag. peg. g. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv gourel lies pe un anv stroll) 1. Tri mui unan. Pevar wenn. Daou garr gant pevar a gezeg ouzh pep hini. Ur pevar a ganerien vrudet : ur strollad a bevar c'haner. 2. Trl. skeud. Ober, c'hoari an diaoul hag e bevar : ober kalz a drouz ; difretañ kalz evit tizhout ur pal resis. Soudard ne oa ken pa grogas ar brezel ha dre c'hoari an diaoul hag e bevar e tapas bezañ kabiten. & Diskouez ar pevar hag ar meud : kinnig en em gannañ. Prest e vezent bepred da ziskouez da ne vern piv ar pevar hag ar meud. & Kontañ pemp* ha pevar. & Ur c'horoll pevarigoù : a zañser gant pevar den. 3. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel) HOR-PEVAR, HO-PEVAR, O-FEVAR : me - te, c'hwi, eñ pe hi - a-gevret gant tri all, gant teir all. N'eus hini anezho o-fevar a vefe ganimp bremañ. O-fevar e oant deuet. Neuze oc'h bet tapet ho-pevar. [1877] Va bugale ha me a oa hor-pevar er solier, a-zioc’h ho penn, o sellet ouzhoc’h, o selaou ac’hanoc’h. & (en e furm vihanaat) Hor-pevarig, ho-pevarig, o-fevarig : furm karantezus hor-pevar, ho-pevar, o-fevar. Degasit dimp an distouver ha gwer ma evimp hor-pevarig. & Pevar-ha-pevar : dre strolladoù a beder elfenn. Pevar-ha-pevar e teu gantañ ar skalieroù. B. Rag. pet. g. 1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Pevarvet. D'ar bevar a viz geñver. 2. (dirak warn-ugent) Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto. Ar bevar warn-ugent a viz Mae. III. Adv. niv. g. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel) Tri mui unan. Pevar emaint en ti-se. IV. Niv. peg. g. 1. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel) Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent. Pevar (loen) ha tregont. Pevar (stajiad) ha tri-ugent. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Pevar-ugent (buoc'h, leue). Pevar-c'hant (den, plac'h). Pevar milion a lurioù. V. G. (ls. -où) A. 1. Ur pevar, ar pevar : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket pevar warni - warnañ - pe a dalvez pevar foent. 2. A-bevaroù : dre strolladoù a beder elfenn. A-bevaroù e krogas gant an diri. & Dre bevaroù : dre strolladoù a beder elfenn. B. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul tri. An niver pevar. 2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver. Pevar eo sifr ar miliadoù en niver 4538. 3. Anv a roer d'an arouezenn 4 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul tri. EVEZH. : (a) kemm. c'hwezh. goude pevar ag. peg. g. ; (b) kemm. blot. goude pevar rag. pet. g.

Skouerioù istorel : 
54
Kuzhat roll ar skouerioù

pevar

1499
Daveenn : GAVH p18

pevar

1499
Daveenn : LVBCA p163 (quatre)

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Daveenn : M. p36

Ael Doue a dorras hag a freuzas an holl rodoù-se gant hevelep impetuozite maz voe lazhet pevar mil paian.

1576
Daveenn : Cath p21

M. Pet tra zo neseser d'ar C'hristen evit e silvidigezh ha da arruout en e fin ? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1622
Daveenn : Do. p10

ar pevar amzer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (les 4) saisons

ac'hann da bevar bloaz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg d'icy (a quatre ans)

dispenn etre pevar marc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tirer (quelqu'vn a quatre cheuaux)

pevar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quatre

ar pevar penn-avel

1732
Daveenn : GReg pg cardinal (les 4 vents Cardinaux)

pevar ene

1732
Daveenn : GReg pg ame

ur pladad hon eus entre pevar

1732
Daveenn : GReg pg a

ar sekred da ober kanolioù a zo bet kavet gant ur Flamank er bloaz trizek-kant pevar hag hanter-c'hant ; pe e-tro ar bloaz trizek kant ha pevar-ugent

1732
Daveenn : GReg pg artillerie

ar pevar kentañ avel : reter, kornôg, su, ha nord

1732
Daveenn : GReg pg cardinal (les 4 vents Cardinaux)

ar pevar fin diwezhañ

1732
Daveenn : GReg pg fin (Les quatre fins dernieres.)

Soñjit a-barfeted en ho pevar fin diwezhañ, ha birviken pec'hed na reot, eme ar Skritur Sakr.

1732
Daveenn : GReg pg fin (Pensez bien à vos fins dernieres, & vous ne pecherez jamais.)

pevar c'hement all

1732
Daveenn : GReg pg fois (Quatre fois autant.)

pevar levr Virjila eveus ar gounidigezh

1732
Daveenn : GReg pg georgique (les georgiques de Virgile)

pevar levr Virjila eus al labouraj

1732
Daveenn : GReg pg georgique (les georgiques de Virgile)

pevar ha pevar e teujont

1850
Daveenn : GON.II pg pévar

pevar

1850
Daveenn : GON.II pg pévar, puar

En em likit tri ha tri, pe pevar ha pevar.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Mettez-vous trois à trois, ou quatre à quatre ».

Pevar marc’h

1850
Daveenn : GON.II p.63

pevar

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "QUATRE (pour le masculin)".

Pevar

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "quatre (masc.)".

Pevar warn-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, "vingt-quatre".

etrezoc'h ho-pevar

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

pevar

1850
Daveenn : GON.II pg péder, péoar, pévar, puar

pevar

1850
Daveenn : GON.II pg péoar, pévar

pevar mab he deus

1850
Daveenn : GON.II pg pévar

« Unan, daou, tri, pevar : evit peder sizhun / Peadra da zibriñ, ha me a zo war yun ! »

1867
Daveenn : MGK p98

Neuze oc'h laouen en ho stad ? Perak ne vefen-me ket ! Ne'm eus-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ?

1867
Daveenn : MGK p10

Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad, digant al laboused hag al loenedigoù eus ar re vunutañ zoken, digant ar wenanenn; - digant ar gelienenn ne lavaran ket, o vezañ ma labour eviti he-unan.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

Mes ma ne c’hellont ket tizhout hon Tad Santel ar Pab, e skoint war an eskibien, e genvreudeur, a ra, en e lec’h, dre bevar c’horn ar bed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

C’hwec’h pe eizh a wiskas dilhadoù oferennañ ar veleien hag o chapoù, ha ker buan an arched a yeas er-maez eus an iliz douget gant pevar all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.31-32

Va bugale ha me a oa hor-pevar er solier, a-zioc’h ho penn, o sellet ouzhoc’h, o selaou ac’hanoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.82-83

‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

hirañ ma tal[v] eo pevar real

1909
Daveenn : BROU p. 252 (le plus qu'il vaut c'est ur franc)

Eus an Ejipt ez on aet da Gartada, kêr he c’hant-ha-kant a vagoù, porzh al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigezhioù an douaroù-Bras hag an inizi, ma kaver ennañ sklaved o tont eus par pellañ ar bed, eus pevar c’horn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.18

Gant ar ramzed eo e voe savet an tour-se gwechall, c’hoant dezho da skeuliata an neñv, nemet mesket e voe o yezhoù dezho gant an Uhelañ o stlabezas e pevar c’horn ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.16

— O va fried, va fried paour, va fried kaezh !… Truez, va Doue !… Truez !… a zamante Izabel, he bugaligoù en-dro dezhi o ouelañ. Truez, va Doue !… evit va fevar bugelig, va fevar bugelig emzivad !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoazh n’hoc’h eus gwelet un hevelep keflusk.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

e fri etre ar pevar avel

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

Diouzh un tu all, n'eus nemet pevar anezho ha ne vefent ket a-hed enezennoù renket a c'harlantezadoù.

1943
Daveenn : TNKN p86

Bez' am eus em faperoù kozh ur c'hontrad prenañ graet gant Yann Jafrenoù e studi Mestr Mourdret, noter e Skrignag e 1685, ur c'hontrad lodenniñ graet e 1709 gant Pêr Jafrenoù ha Soaz an Danteg, e bried, etre e bevar bugel.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Mouezhioù rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Un tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potoù… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

– Hag e tibunen d'ezo va c'hentel : « "As-tu vu ?" 'Teus ket gwelet ? ; "Quat' chevaux", pevar a gezeg ; "passer par ici", tremen dre amañ ; "Ce matin", ar beure-mañ. »

1944
Daveenn : EURW.1 p19

An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

1985
Daveenn : DGBD p6

Mat, setu ni war an hent neuze, hor-pevar. Un ti-karr, bras a-walc'h evit lojañ pevar den, bevañ e-barzh.

2007
Daveenn : KASTE p187

Ur savadur a bevar solieradur eo, gant un talbenn gwer.

2015
Daveenn : EHPEA p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial