Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzhadeg al loened pevarzroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huzh-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezho e donderioù koadek an Hanternoz ; re-all c’hoazh a droe o c’hammedoù war-du ec’honderioù heoliet-frank ar C’hreisteiz.
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.
Gwazh a se eviti ez eus er c'hoad-meur loened all pevarzroadek hag o deus divskouarn da glevout estreget ar mammoù antiloped.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pevarzueg