Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Rag. am. A. 1. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. a, na) AR PEZH, PEZH : an dra, an traoù. Ar pezh a rin eo mont betek e di. & Trl. Evit (ar) pezh a sell (ouzh) udb. : e-keñver an dra-se. & Trl. Ar pezh zo bet zo bet, ar pezh zo graet zo graet : n'eo ket pa vez graet an traoù e ranker en em glask, a-raok eo e ranker ober. & Trl. pemdez Bez' e ranker ober an eured gant ar pezh a dud zo : bez' e ranker dispign diouzh ar pezh a c'hounezer. & Trl. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. a, na) Evit kelo pezh : evit an nebeut. Kaer a-walc'h eo paeet evit kelo pezh a ra. 2. (dirak ur v. displ. degaset gant ur rn. v. e, ne) AR PEZH ZO, PEZH ZO, AR PEZH EO, PEZH EO : troienn a dalvez d'ober anv eus ur strishadenn, eus ur c'hraf a zegas diaesterioù, enebiezh. & Gwellañ, gwashañ pezh zo ; gwellañ, gwashañ pezh eo : an dra wellañ, gwashañ zo. Gwashañ pezh zo e vez kannet gant he gwaz. B. (dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll, pe gant un ag.) AR PEZH : ar c'hementad. Hadit ar pezh zo ezhomm. Evit ar pezh a vad en deus graet din ! Setu ar pezh a gaer a welis er vro-se. [1923] hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezhomm d’an doue ha d’an doueez. C. 1. (dirak un anv lies pe stroll) UR PEZH : kalz (a). Ur pezh tud a oa eno. Ur pezh marvailhoù a oa ganto e-pad ar pred. HS. bern. 2. (dirak un av.) Kavout ur pezh : kaout fouge gant udb. Kavout a reont ur pezh lavaret ez anavezont an den brudet-se. & Kavout ur pezh : kavout fentus. An dud a gave ur pezh o klevet ar paotrig o komz evel ur gwaz. D. (goude ur v. er st. nac'h) Tra(où), den, tud. Ne'm eus gwelet biskoazh pezh evel an dra-mañ : ne'm eus gwelet biskoazh tra ebet evel hemañ. Mar deu ar pezh zo lavaret dezho dont e vo mat : mar deu an dud zo lavaret dezho dont e vo mat. E. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. a, na) Pezh bennak : petra bennak. Pezh bennak a ri e ranki goulenn e aotre digantañ. II. Stl. isur. 1. (goude ur bennlav. ; e deroù un islav., dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. a, na) AR PEZH, PEZH : kement ha ma. Me a roy deoc'h madoù ar pezh ho po c'hoant. Lezet e vo d'ober pezh a garo. & (etre ur v. hag un ak.) Pezh a gar : ken-ha-ken. Skuilhañ pezh a gar daeroù. 2. (gant ul lav.) Pezh a gar : kement ha m'eo dleet. Pezh a gar eo an dachenn-se : bras a-walc'h eo. 3. (db. an dud, an traoù; goude ur bennlav.) EVIT AR PEZH MA'Z EO : e-keñver e vent, e bouez, e briz, e dalvoudegezh, h.a. Pounner a-walc'h ar fornigell-se c'hoazh evit ar pezh ma'z eo : bec'h hon eus ganti e-keñver an dalvoudegezh zo enni. III. 1. Ag. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe un islav. goul.) Peseurt. Pezh anv e oa ar paotr-se ? Pezh botoù a lakai da vont e kêr ? Pezh hini, pezh re a fell dit kaout ? 2. Ag. estl. (en ul lav. estl. dizalc'h pe en un islav. estl. ; dirak un ag. pe un adv.) Pebezh. Pezh leue eo an den-se ! Sell pezh traoù zo bet prenet gantañ ! & Pezh ur glac'har ! : pebezh glac'har ! HS. pe, petore.

Skouerioù istorel : 
138
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze pan oa koñfermet ha roet kouraj dezhi [ar rouanez] ez teuas da bidiñ ar boureien na dardjent ket ouzh ober ar pezh a edoa gourc'hemennet dezhe.

1576
Daveenn : Cath p21-22

Ha hi a respontas dezhañ : [«]Gwra an pezh az eus soñjet ha deliberet da ober rak me zo aparailhet d'o gouzañv tout.[»]

1576
Daveenn : Cath p23

23. Neuze ez lavaras an impalaer dezhi : « Da pidiñ a ran[,] laka ez kalon ar pezh a lavaran dit, ha na respont ket dre gomzoù douetus, ne fell ket deomp da antreteniñ evel ur vatezh, hogen dominañ a fell din a ri em rouantelezh evel ur rouanez ekselant.

1576
Daveenn : Cath p19

Goude m'en deveus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halizr ?

1622
Daveenn : Do. p44

ar pezh zo ouzhpenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le) surplus

diskoublañ ar pezh a vez war ar galon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (dire ce qu'on a sur le) coeur

fournisañ ar pezh en deus prometet ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accomplir

ar pezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ce (que)

M. Goude ma en deus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv, hag-eñ zo bara, na gwin ar pezh so er c'halizr ? D. Salokras, rak e vertuz ar c'homzoù sakr pere a bronoñs ar beleg ez eo cheñchet ar bara e korf hon Salver binniget, hag ar gwin en e wad prizius, hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1677
Daveenn : Do. p45

bez' e roer ar pezh a garer dezhañ da gridiñ

1732
Daveenn : GReg pg accroire

Ar pezh a zo kleiz.

1732
Daveenn : GReg pg guingois (Qui est de guingois.)

Ar pezh a zo kamm.

1732
Daveenn : GReg pg guingois (Qui est de guingois.)

Ar pezh a zo a-dreuz.

1732
Daveenn : GReg pg guingois (Qui est de guingois.)

ar pezh a zeu dre heritaj

1732
Daveenn : GReg pg hereditaire

ar pezh a aparchant ouzh an avu

1732
Daveenn : GReg pg hepatique

ar pezh a aparchant ouzh an elaz

1732
Daveenn : GReg pg hepatique

ar pezh a zo c'hwezh vat gantañ

1732
Daveenn : GReg pg aromates

ar pezh a stager ouzh unan all

1732
Daveenn : GReg pg annexe

Ar pezh a zastumer gant ar rastell a zismanter gant ar forc'h.

1732
Daveenn : GReg pg acquiescement

rentañ kont eus ar pezh a zo entre e zaouarn

1732
Daveenn : GReg pg administration

kaout un isu mat eus ar pezh a reer

1732
Daveenn : GReg pg bienfaire (reüssir en ce qu'on fait)

pezh

1732
Daveenn : GReg pg chose (ce que)

pezh

1732
Daveenn : GReg pg ce (que, signifiant en lat. Quod)

ar pezh a istiman eo ar vertuz

1732
Daveenn : GReg pg ce (que j'estime, c'est la vertu)

ar pezh a gasaan muiañ, eo ar vis

1732
Daveenn : GReg pg ce (que je hais le plus, c'est le vice)

soñjit er pezh a livirit

1732
Daveenn : GReg pg (pensez à) ce (que vous dites)

soñjit e-barzh ar pezh a livirit

1732
Daveenn : GReg pg (pensez à) ce (que vous dites)

ar pezh

1732
Daveenn : GReg pg chose (ce que)

pezh

1732
Daveenn : GReg pg chose (dont-on ignore le nom, ou qu'on ne s'en souvient pas)

ar pezh a zo war-dro

1732
Daveenn : GReg pg circonvoisin

ar pezh a zo ouc'hpenn

1732
Daveenn : GReg pg excedant (le surplus)

ar pezh a rent grevusoc'h ar pec'hed

1732
Daveenn : GReg pg aggravant

an ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket

1732
Daveenn : GReg pg (l') enfer (impitoïable ne rend jamais ce qu'il a une fois pris)

ar pezh a raer ordinal

1732
Daveenn : GReg pg frequent-e

ar pezh a c'hoari alies a wech

1732
Daveenn : GReg pg frequent-e

ar pezh a c'hoare peurliesañ

1732
Daveenn : GReg pg frequent-e

Dioueriñ a renkont ar pezh a esperent da gaout.

1732
Daveenn : GReg pg frustrer (Ils ont éte frustrez de leur esperance.)

Ned eus nemet Doue hepken a gement a enev e gwirionez ar pezh a zo da zonet.

1732
Daveenn : GReg pg futur (Dieu seul connoît certainement le futur.)

Houpiñ a ra va blev em fenn gant ar pezh a welan.

1732
Daveenn : GReg pg herisser (Ce que je vois est si horrible, qu'il me fait herisser les cheveux à la tête.)

rentañ ar pezh a vez trec'h d'ar galon

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop.)

rentet ar pezh a vez trec'h d'ar galon

1732
Daveenn : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop, pp.)

Ar pezh a wellan a zo ken euzhik, ma sav va blev em fenn gantañ.

1732
Daveenn : GReg herisser (Ce que je vois est si horrible, qu'il me fait herisser les cheveux à la tête.)

ar pezh a reer evit netra

1732
Daveenn : GReg pg gratuit (-e)

ar pezh a reer hep profit

1732
Daveenn : GReg pg gratuit (-e)

lunedoù pere a zeu da griski ar pezh a seller ganto

1732
Daveenn : GReg pg grossir (Lunettes qui grossissent les objets.)

lunedoù pere a zeu da griski ar pezh a seller drezo

1732
Daveenn : GReg pg grossir (Lunettes qui grossissent les objets.)

Ar pezh a zo besqellek.

1732
Daveenn : GReg pg guingois (Qui est de guingois.)

N’eo ket gwir ar pezh a livirit.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Ce que vous dites n’est pas vrai ».

Anavezet en deus ar pezh [a]m eus graet evitañ.

1850
Daveenn : GON.II pg anaout (Il a été reconnaissant de ce que j'ai fait pour lui).

Pep hini a lavaras ar pezh en doa klevet war gement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Roit din ar pezh a gerot.

1850
Daveenn : GON.II p.71, "Donnez-moi ce que vous voudrez".

Likit evezh ouc'h ar pezh a lavarit.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Faites attention à ce que vous dites".

Ar pezh a lavarit aze a zo anat.

1850
Daveenn : GON.II pg anat (Ce que vous dites là est connu, est évident).

Ar pezh a lârit aze a zo atahinus.

1850
Daveenn : GON.II pg atahinuz (Ce que vous dites-là est agaçant).

Setu amañ ar pezh ho poa kollet.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Voici ce que vous aviez perdu).

Ar pezh a lavaran deoc’h a zo gwir.

1850
Daveenn : GON.II p.71

Ar pezh a zo taer ne bad ket.

1850
Daveenn : GON.II p.71

Ar pezh a gar, eo ar gwin.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce qu"il aime, c'est le vin".

Selaou a reont ar pezh a lavaromp.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Ar pezh a zo kaer, eo ar mor.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce qui est beau, c'est la mer".

Ar pezh a skuizh an holl, eo an amzer fall.

1850
Daveenn : GON.II p.71

ré vihan eo ar bark-zé évid ar péz em eûz da lakaad ébarz

1850
Daveenn : GON.II pg bark

Ar pezh am eus gwelet a lavaran.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Je dis ce que j'ai vu".

Ho pugale ne selaouont ket ar pezh a lavaran dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.78

ar pezh a rit aze a zo amzere

1850
Daveenn : GON.II pg amzéré

Pep hini / pep unan a gav mat ar pezh a ra.

1850
Daveenn : GON.II p.74

Na rit ket d’ar re all ar pezh ne garfec’h ket a vefe graet deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.75

Klevout a rit-hu ar pezh a lavaran deoc'h?

1850
Daveenn : GON.II pg klévout (Entendez-vous ce que je vous dis ?)

donuz eo ar pezh a rit aze

1850
Daveenn : GON.II daonuz

n'eo ket dere ar pezh a rit aze

1850
Daveenn : GON.II pg déré, déréad

n'eo ket dereat ar pezh a rit aze

1850
Daveenn : GON.II pg déré, déréad

ar pezh a rit aze na zere ket

1850
Daveenn : GON.II pg déréout

ar pezh oc'h eus lavaret en deus ho diboellet

1850
Daveenn : GON.II pg diboella

ar pezh a rit aze a zo digempenn

1850
Daveenn : GON.II pg digempenn

dic'hallus eo ar pezh a c'houlennit

1850
Daveenn : GON.II pg dic'halluz

Na c'hell ket dinac'hañ ar pezh en deus lavaret din.

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'ha (Il ne peut pas nier ce qu'il m'a dit).

diskemennet en deus ar pezh en doa lavaret din prenañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskémenna

na ziskuilhit da zen ar pezh em [sic] eus lavaret deoc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskula, diskulia

pezh a giriz a zisgaran

1850
Daveenn : GON.II pg disgarout, diskarout

Na zezrevellit ket ar pezh hoc'h eus klevet.

1850
Daveenn : GON.II pg disrévella (Ne divulguez pas ce que vous avez entendu).

an dra-se n'eo netra e-skoaz ar pezh em eus gwelet

1850
Daveenn : GON.II pg é-skoaz, éskoaz

enkrezet on gant ar pezh hoc'h eus lavaret din

1850
Daveenn : GON.II pg eñkrézi, inkrézi

na enebit ket oud [ouzh] ar pezh a ran

1850
Daveenn : GON.II pg énébi

likit evezh ouc'h ar pezh a rit

1850
Daveenn : GON.II pg évez

Ar pezh a gasaan ar muiañ.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce que je déteste le plus".

Ar pezh a zo mat a garan.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "J'aime ce qui est bon".

Ar pezh a ra droug din.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce qui me fait mal".

Deskiñ a reont ar pezh a c'halleg a renkont gouzout evit ober o c'hoarioù, evit goulenn o ezhommoù, mes dibaot a wech ec'h ouzont a-walc'h evit ober o c'hifridioù.

1865
Daveenn : MBF.to p. V.

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.

1867
Daveenn : MGK p14

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

Prener a damallo ar pezh a gav gwellañ, / Ha gwerzher a veulo ar pezh ne dalv netra.

1867
Daveenn : MGK p87

an aotrou Koadrioù en deus graet, ar pezh na raje aotrou ebet; en deus diwisket e abid aour, gwisket un abid lien paour, gwisket un abid lien leien, 'vit mont da di e vererien

1874
Daveenn : GBI.II p228

Unan bennak hor gwelo o vont pe o tont, anat eo ; mat, ma vezit gwelet ganeomp, e vezo lavaret dioc’htu emaoc’h kuzhet amañ, hag a-barzh nebeut emañ soudarded ar Republik o lakaat an tan en ti, ma ne gavont ket ac’hanoc’h, ar pezh ne ray vad da zen.

1877
Daveenn : EKG.I. p.47

Petra ’ta, va den mat, eme egile, un dra bennak a ziaes a c’hoari ganeoc’h, diouzh ar pezh a welan ? — Ya-da, ha nec’het-bras on zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.91-92

— Ya, aotrounez, chomit keit ha ma [kerot]. Menec’h Sant-A[l]bin n’o deus biskoazh gouezet dinac’h netra eus ar pezh o doa d’an neb a c’houlenne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.56

Doue a oar gwell egedomp ar pezh a zo ar gwellañ evit hor brasañ mad ; ret eo en anzav, n’eus forzh peger kriz e c’hellfe bezañ d’hor c’halon, n’eus forzh pegement e ve a-enep hor c’hoant hag hor faltazi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

Ar pezh ez an da gontañ a ziskouezo kement-se deoc’h gwell eget va c’homzoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

Ne ankounac’haimp ket ac’hanoc’h, ha d’hon amezeien a-dro-war-dro, e lavarimp e pelec’h e viot. C’hwi ne ankounac’haot ket ac’hanomp kennebeut ; fiziañs hon eus er pezh hoc’h eus lavaret deomp. Kenavezo ! ar c’hentañ ar gwellañ. — Kenavezo, tud a galon !

1878
Daveenn : EKG.II p.9

E-pad m’edont o tournial hag o krial diwar-benn Bielon, me a save atav goustadik hag a-damm-a-damm er siminal ; dre ar beg e ranken mont er-maez pe oa graet ganen.

1878
Daveenn : EKG.II p.139

Ya ! Perag e teujen d'he dilezel [ar gelaouenn], pa na goust ket ker, ha pa eo gwir e ro din da c'hoût, ha mat ha fall ar pezh a dremen en hon bro ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Alies an hini gozh a vije azezet o tishilhañ kanab, hag an Ao. Vianney a dostae outi, war begoù e voutoù, evit lakat en he barlenn ar pezh a vije gantañ.

1907
Daveenn : PERS p104

An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.

1909
Daveenn : REZI p. 7

gwellañ pezh a zo

1909
Daveenn : BROU p. 248 (heureusement)

Seizh gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re furañ, ar re gaerañ, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezhomm d’an doue ha d’an doueez.

1923
Daveenn : SKET p.61

Hogen, ar pezh n’oufe disklêriañ gerioù eo puilhded ha tevded ar c’hlasvez a c’holo an holl arvor-se.

1923
Daveenn : SKET p.94

— Ha kant skoed ho po ivez, mamm Izabel. Ar pezh a vano a vo implijet goude, hervez youl ha skrid ar c’habiten.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

— Ma ! mar kerez, me a zisko dit ar pezh a ouzon, rak, te ’oar, n’on ket gwall abil war an traoù-se.

1925
Daveenn : BILZ2 p.169

Ar pezh a zo gwir, pell-pell eo bet aet, ken pell ken n’en deus ket bet klevet hanv anezhañ e-pad n’ouzon ket pet vloaz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

gra 'pezh a gari

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a4 (fais ce que tu voudras)

gra pezh a gari

1927
Daveenn : Geri.Ern pg a

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?... En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed.

1929
Daveenn : SVBV p10

galvit pezh a gerot

1931
Daveenn : VALL pg beau

gwellañ pezh a zo ez...

1931
Daveenn : VALL pg (c'est un) bonheur (que)

Gloazet e voe gant un taol baionetezenn digant ur Glaz, ar pezh na viras ket outañ da vevañ betek an oad a 96 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h.

1944
Daveenn : ATST p.9

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

1944
Daveenn : ATST p.26

— « Ha c’hwi, Lom, petra emaoc’h o soñj ober, bremaik ? » — « Ar pezh am eus graet ar mintin-mañ », eme Lom d’e c’hoarezed : « dic’harzhañ ha diskourrañ, hardi. »

1944
Daveenn : ATST p.39

— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »

1944
Daveenn : ATST p.71

— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.

1944
Daveenn : ATST p.95-96

-"Setu aze, emezi, holl ar pezh a chom ganin. Bet 'z eus tud e-leizh amañ o furchal, rak ma gwaz a zo marv pevar bloaz 'zo (1895). Kemerit ar pezh a blijo deoc'h".

1944
Daveenn : EURW.1 p.94

Ar jeneral ar Flô a chomas sabatuet dirak ur respont ken eeun rak ar vedalenn a zigase ouzh he heul ul leve a 100 lur, ar pezh a oa kalz d'an ampoent.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Roue an dismantroù-se, a-hed ar sizhun, a oa Pepe gozh la Botella, un duardig sec'h ha kramennek, «anarquista » ha beg-chopin, bet skoet gant ar gras, ha troet da ever-dour war an diwezhadoù, pezh ne vire ket outañ da bec'hiñ, evel un Navarrad, ma oa.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...

1949
Daveenn : SIZH p.64

N'en doa kaoz gant hounnezh nemet dres pezh a oa dereat.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Daveenn : PETO p33

Anzav ouzhoc'h pezh 'm eus lâret, / Morse, sur n'em bije karet, / Met dihegar, ho kourdrouzoù / D'am divudañ ' zo bet louzoù.

1960
Daveenn : PETO p46

Anezhañ ur Gall eus ar c'hreisteiz, edo o tont eus Brazaville. Met ar c'hontrol bev eus ar pezh a reer ur "Moko" anezhañ.

1985
Daveenn : DGBD p200

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...

2015
Daveenn : DISENT p90

Ar vartezeadenn nemeti a c'hellan da ober eo e vije ul labour bennak da gas da benn met ar pezh a zeu da-heul a laka ma rakwel da vont e skolp.

2015
Daveenn : EHPEA p21

Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.

2015
Daveenn : DISENT p58

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.

2015
Daveenn : DISENT p79

[...] -kuit na grogfe ur poliser e-barzh ho fri evit sachañ ho penn war-dreñv, ar pezh a zo displijus ken-ha-ken...-

2015
Daveenn : DISENT p95

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial