pez bara
Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.
Ar pezh a zo un harp da zalc'hidi an diskleriadur kentañ meneget en notenn 49.
Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ["flibous"] ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.
Ur puñs kuzhet a zo war an dorgenn ; ledan eo ha don, ha graet en e bezh gant mein-benerezh.
- (...) Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun ! Distagañ a reas diwar he brennid ur pezh jenoflenn ruz-gwad.
Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.
Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.
Ur gambr vras hag ur sal-diskuizh a oa e-kreiz ; hag, e tu an aod e-keñver ar sal ur pezh strizh hag a c'helle servijout da gambr diouzh ezhomm peogwir e oa stok ouzh al lec'h emwalc'hiñ, a c'helled mont dezhañ ivez eus ar gambr vras ; erfin e penn ar gwalarn e oa un trepas da vont betek ur gambrig all hag a oa just er c'horn.
Er marvailhoù bugale e konter a-wechoù e vez bet kiliet unan bennak, hag e tihun hemañ seizh vloaz goude, met peadra a oa d'en em c'houlenn hag-eñ ne oa ket chomet hor bagad tud en e bezh da gousket e-pad div nozvezh hag un devezh diouzh renk.
Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.
Er penn pellañ, ur rummad pazennoù o sevel betek un nor vourellet ruz ; dre aze e voe degemeret a-benn ar fin an Ao.Utterson e kambr-studi an doktor. Ur pezh bras e oa, armili-gwer ouzh an holl vogerioù ; gloestret e oa, e-touez traoù all, gant ur melezour war droad hag ur burev.
Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.
Bevañ a rae e-unan en un tri fezh e Marousi.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pezh