pikol
Adalek an XIXvet kantved ez eus bet graet ergerzhadennoù e-leizh a-dreuz ar morioù evit o studiañ ; ur pikol niver a sontadoù roet ganto.
An tor anezho, e-lec'h sevel goustad, a sav a-daol-trumm dindan stumm pikoloù tornaodoù sonn, hag ouzhpenn 1000 m. e vez alies ar menezioù tostañ a-zioc'h ar fiord.
An diavaeziadez a rae ur pikol sin ar groaz, a boke, evel m'he doa graet, en deiz a-raok, d'he biz-meud, ha, neuze, da Grist he chapeled, ur chapeledig bihan e baterennoù koural flimin.
A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.
Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz (…).
Ya, m’am bije bet skiant da gregiñ da skrivañ pezhioù brezhonek adalek ar bloavezh 1905, gant ma vijent bet moulet holl pe embannet, ret e vefe kaout ur pikol levraoueg da glenkañ va oberennoù.
Adal ne vane ken e yalc'h va zad muioc'h a wenneien eget a blu war gein ur silienn, setu ur pikol kelienenn o paouez kouezhañ em laezh !
Ne veze desket ganimp nemet pezhioù gallek aozet gant an Aotrou an Dantek [sic, Danteg], kelenner naturoniezh ha strilhourezh [sic] er c’hloerdi, un oristal anezhañ ma ’z eus bet unan war zouar Vreizh ar peurliesañ pikoloù dramoù e pemp arvest ha gwerzennet, da skouer : Arzhur a Vreizh, Sant-Efflamm, Charlez a Vreiz, Jili a Vreizh, Gwesklen, ha me oar.
Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.
Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann ; bugale ar skol 'vat, ne lavaran ket.
Fañch 'vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.
Ha gwelout a c'helled ivez a-wechoù pikolioù melc'houed bras...
Ur pikol lennad dour mor eo pleg-mor ar Gabon, dezhi ouzhpenn ugent lev hed, betek troad ar Menezioù Strink ; hag e lec'hioù a zo he devez betek pemp lev ledander.
Ur pikol gwele daou zo enni, dreset kempenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pikolded