Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kef gwezenn. Ur pilgos war ar c'hleuz. Kuzhet er pilgosoù derv. DHS. kleuzenn, targos. 2. Tamm koad bras troc'het diwar kef ur wezenn pe diwar ar barroù brasañ. Pilgosoù a oa e-barzh loch ar botaouer. 3. Micher. Tamm didalvez a droc'her e penn ur pezh prenn a oberier. 4. Tamm koad tev ha berr ma troc'her koad, kig, ma tibenner tud, loened. Delc'her penn ar c'hog war ar pilgos. & Trl. kv. Bezañ evel ur pilgos gant ub. : gouzañv dalc'hmat taolioù, imor fall eus e berzh. Me, pa vezan amañ, a vez evel ur pilgos gant ar re-mañ. & Trl. skeud. Bezañ pilgos da ub. : gouzañv dalc'hmat taolioù, imor fall eus e berzh. N'it ket da grediñ e vin me pilgos deoc'h-hu amañ. & Ma gouzoug war ar pilgos : troienn a reer ganti evit disklêriañ e lavarer ar wirionez. Ma gouzoug war ar pilgos ma n'eo ket din !

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

pigos gwezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg souche

pilgos

1850
Daveenn : GON.II pg eskammed

pilgos

1850
Daveenn : GON.II pg pilgoz, piltoz

pilgozioù

1850
Daveenn : GON.II pg pilgoz

Gant ur pilgos prenn kleuz, ma stignas warnañ ur c’hroc’hen, e reas un daboulin.

1923
Daveenn : SKET p.54

pilgos

1931
Daveenn : VALL pg bille (de bois), billot, (pièce de) bois (tronc)

Pa welit ar riskladenn a ra ur wech an amzer da vont e-tramek ar foz en em c'houlennit hag-eñ n'emañ ket o vont d'ho kas da dourtañ ur pilgos pe ur penngef bennak.

1985
Daveenn : DGBD p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial