Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Menton. Ec'honenn zo dezhi ul lieskorn da ziazez ha da gostezioù tric'hornioù o deus ur beg boutin. HS. kerndaleg. 2. Savadur bras brudet eus Egipt, dezhañ ar stumm-se end-eeun, a dalveze da vez d'ar faraoned.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

(1) Ar Piramidennoù brudet eo hag ar Sfins ker brudet all.

1923
Daveenn : SKET p.18, Notenn 1

"piramidenn" gg. [...] (ivez "pikernenn" (liestueg) er ventoniezh)

1923
Daveenn : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Pyramide".

Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial