lavaret e blanedenn da ur re
En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.
— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
Mes n’hon eus ket amzer da glemm. Pep hini en deus e blanedenn war an douar-mañ. Ha ni, marteze…
Me, Helgouarc'h, a zo va flanedenn, dre c'halvedigezh ha dre zibab, bezañ ur manac'h hag ur beleg, hervez youl Doue.
« An deiz ma voe ganet W. Shakespeare, » hervez ma skrive din gwechall un tenner planedennoù, daoust ha ne ouie ket e vezen ur pennad 'oa oc'h ober war-dro ar c'hoariva.
Setu ar blanedenn a veze ouzh hor gedal atav, kantreerien ma oamp : e pep lec'h ma tremenemp e krogemp gant ur pezh-labour bennak hag, a-benn ma veze graet anezhañ un dra bennak a-zoare, e veze mall deomp mont pelloc'h.
Dre ma ya war-raok bedeladur ar blanedenn e kas gantañ d'e heul ur c'hresk e startijenn oberiantizoù minorelezhioù a bep seurt.
[...] hag a-benn ar fin ne zibabomp ket hor "planedenn sokial", peotramant ken nebeut!
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
planedennig