Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. A. 1. (db. an evned) Chom er vann, displeget e zivaskell, hep fiñv anat. Bagadoù brini a blave a-us ar c'hoad. [1949] Uhel-uhel, en oabl glas trellus, e plave ur gup, difiñv, e-giz ouzh o spiañ. [1954] War ar brein e nij a-bell brini hor bro, hag e Jameston ne baoueze ket da blavañ guped hag evned-preizh all, rak ur flaer spontus a save eus an dismantroù gant an domm a rae hag o vezañ ma ’z oa bet lazhet kement a dud. HS. bargediñ, ledan. 2. (db. an aerlistri) Chom er vann hep skoazell ur c'heflusker. Formosa eo un dudi he gwelet eus ar c'harr-nij o plavañ a-us dezhi. 3. Dre heveleb. Chom er vann hep fiñv bras. Ur sarpant-nij e lien a blave en oabl. Malkennoù o plavañ en oabl. Ur gredenn voutin eo e plav ar garvevien en aer en-dro dimp. [1954] Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio [...]. [1955] [...] hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras-meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia. B. Dre skeud. 1. Lezel e soñjoù da vont hep pal resis, hep diazez er gwirvoud. Ouzh taol e vane warnañ doare un oristal disoñj-dreist, o plavañ pell diouzh ar sal-debriñ. HS. hunvreal. 2. (db. ur c'hwezh) Bezañ merzhus. [1954] Poan dent ivez he deveze alies ha soñj a zeu din a-wechoù eus c'hwezh an eol fav t[a]er a blave a-reuziadoù en-dro dezhi. II. PLAVAÑ WAR UDB., UB. A. 1. Diskenn war udb. diwar nij. War bannoù ar groaz, daou labous bihan a blavas. Un amprevanig a oa deuet da blavañ war he dorn. DHS. kludañ. 2. Dre ast. (db. ur walenn (II), h.a.) En em deuler trumm war udb., ub. Ur vandenn dubeed zo plavet war an ed. Laeron a blavas war hor bro. Ar brezel hag ar vosenn a blave neuze war Europa. DHS. fardiñ, frammañ, plaouiañ, sailhañ. B. Dre ast. 1. (db. an evned) Azezañ war al leur gant ar pavioù pleget dindan ar c'horf. HS. kluchañ. 2. (db. an dud) Azezañ, gourvezañ en un doare lezirek war udb. Ar merc'hed zo plavet war ar peuriñ, er goudor hag en disheol. DHS. pladorenniñ. HS. yariñ. 3. Souchañ war udb. Plavet eo ar c'hazh a-dreñv ar vodenn c'heot. DHS. kuzhat. 4. Rannyezh. (db. ar bigi) Moñselliñ abalamour d'an avel. C. Dre skeud. 1. Dont war wel en un doare dispis war udb. Un hanter mousc'hoarzh a blavas war e ziweuz. 2. (db. an daoulagad, ar selloù) Parañ war ub., udb. Ar sell a blave warnon ne blije ket din re.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

An hoc'h diabafet / A sav krenn en e sav, / A lamm d'ar chaseer, 'pad m'edo o vizañ / Ur glujarig yaouank plafet war ur pengenn, / Ha, goude en teurkañ, a varv en e gichen.

1867
Daveenn : MGK p98

plafañ

1909
Daveenn : BROU p. 410 (planer ; se dit aussi d'un bateau que le vent fait pencher)

plavañ

1909
Daveenn : BROU p. 217 ([kosteziañ] se dit surtout d'un homme qui porte au bras un paquet trop lourd. Aussi d'un bateau, mais on dit surtout plava)

Heñvel ouzh un evn torret dezhañ e zivaskell, e kouezhas ar vallozh d’an douar. War ar re o doa en taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennoù troc’het war dalbenn ar savenn.

1923
Daveenn : SKET p.128

Ha setu nav evn gwenn o plavañ war ar riblenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Deus eskell an nav alarc’h eo e teue, rak, kerkent ha plavet an evned d’an douar, e spanae warni.

1924
Daveenn : SKET.II p.34

plavañ

1924
Daveenn : SKET.II p.138 « Geriadurig », "S’abattre (oiseau)".

Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.

1929
Daveenn : SVBV p.19

plavañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')abattre (oiseaux, fléaux)

A-benn ar fin, un hirvoud hir, ur varailhadenn sklintin, ur c'houblad treid o plavañ war al leurenn, o trotal 'trezek an nor, hag e oa dirazon ma aotrou bihan, heñvel ouzh un diaoulig, e lost e roched, blev du war e zivesker ken stank ha re ur marmouz, ha pikouzet e zaoulagad...

1944
Daveenn : EURW.1 p80

Uhel-uhel, en oabl glas trellus, e plave ur gup, difiñv, e-giz ouzh o spiañ.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ya, pegen laouen e vezen bep tro ma tigouezhe din gwelout o veskañ, o tiveskañ hag o fraoñval kel lies a vouchouer [sic, vouchoueroù] a bep seurt liv, gant ar c’hatiolennoù gwenn-erc’h o plavañ a-us dezho, ha tamm ebet ne veze mezher du ar gwazed evit o digoantañ !

1954
Daveenn : VAZA p.33

War ar brein e nij a-bell brini hor bro, hag e Jameston ne baoueze ket da blavañ guped hag evned-preizh all, rak ur flaer spontus a save eus an dismantroù gant an domm [sic] a rae hag o vezañ ma ’z oa bet lazhet kement a dud.

1954
Daveenn : VAZA p.95

Poan dent ivez he deveze alies ha soñj a zeu din a-wechoù eus c'hwezh an eol fav t[a]er a blave a-reuziadoù en-dro dezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.15

Hogen, c’hoant ebet n’am beze da lenn ; gwell e veze ganin menel da brederiañ en ur sellout ouzh ur varc’harid-gouzoug-hir o pakañ kranked munut el lec’hid, pe ouzh nijadoù brini o plavañ a-us da goajoù ar Bilo pe ar Gernevez, rak eno e teue holl vrini ar vro da gludañ en noz ha d’ober o neizh.

1954
Daveenn : VAZA p.115

Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.

1954
Daveenn : VAZA p.140

N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.

1955
Daveenn : VBRU p.49-50

Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezhennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv, hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras-meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.

1955
Daveenn : VBRU p.45-46

Ne gomze den a vouezh uhel nemet mevelien al lec’h-pred hag ar vaouez dilu oc’h ober war-dro ar samovar ; ar re-mañ ’vat a skrigne hag a vouskane dibreder-meurbet, ken kustum ha ma rankent bezañ diouzh an aergelc’h ankenius a blave a-us dimp.

1955
Daveenn : VBRU p.35-36

Mont a ran kuit abretoc'h eus ar burev peogwir, diouzh un tu, ez on skuizh-brein ha, diouzh un tu all, peogwir e fell din treiñ diouzh bostad ar gazetennerion a blavo warnomp kentizh ha m'o do klevet avel eus muntr ur mezeg meur.

2015
Daveenn : EHPEA p63

Ofis publik ar brezhoneg