Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Stroll ar c'hreskennoù barvek zo war kroc'hen an evned, a dalvez dezho d'en em wareziñ, da zelc'her plaen o gwrez korf. & Ul loen-pluñv : forzh peseurt evn. & Ober e bluñv, ober pluñv : dont e bluñv d'un evn. & Pluñv-foll : dum. 2. Trl. skeud. (db. an dud) Bezañ c'hwezet e bluñv : bezañ lorc'hus. & Kouezhañ e bluñv war e votoù : mont eus ur stad vat da unan fall, dont da vezañ paour goude bezañ bet en e aez. & Trl. kv. Du evel pluñv ar vran : du-tre. II. H.g. 1. Ar pluñv (I 1) implijet da zanvez gant an dud. Ur c'holc'hed pluñv. Gwele pluñv: gwele gant ur c'holc'hed pluñv. 2. Trl., dre verr. Kousket, mervel war ar pluñv : war ur gwele pluñv. DHS. displuñv, marbluñv.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

korzenn bluñv

1499
Daveenn : LVBCA p123, 165 (tuyau de plume)

bouedenn bluenn

1499
Daveenn : LVBCA p40, 165 ('la moelle de la plume')

bouedenn ar bluenn

1499
Daveenn : LVBCA p22, 40, 165 (mouele de plume)

pluñvenn

1499
Daveenn : LVBCA p165

pluñv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plume

pennwele pluñv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg coucin

pluñv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plûn

trañch pluñv

1732
Daveenn : GReg pg canif (ou, ganif)

golc'hed pluñv

1732
Daveenn : GReg pg coite (de plume)

pluñvenn da skrivañ

1732
Daveenn : GReg pg a

pluñv lotrus

1732
Daveenn : GReg pg (des plumes d') autruche

korzenn-bluñv

1732
Daveenn : GReg pg calemar (salle d'écritoire)

korfennoù skritor, korfennoù pluñv

1732
Daveenn : GReg pg (casse d') écritoire (pour les plumes)

kollet eo e bluñv gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg plû, plûñ

pluñv

1850
Daveenn : GON.II pg plû, plûñ

troc'h pluñv

1850
Daveenn : GON.II pg trouc'h (-plûñ)

pluñv

1850
Daveenn : GON.II pg plû, plûñ, stûc'h

plu

1850
Daveenn : GON.II pg pluñ

« Eno, te a yel da gousket / War ar pluñv kuñv, en ur c'holc'hed ; / Lojet vezi en ul lez kaer / Zo da ur roue pe da ul laer, / E solieroù goloet a-bezh / Gant limestra eus an Indez. »

1867
Daveenn : MGK p127

« Tud kriz, tennañ a rit, eus pluñv hon divaskell, / Peadra d'hor lakaat diwar nij da vervel. »

1867
Daveenn : MGK p106

Marteze, e-lec’h mont d’ar prizon da lojañ e-verr, e kouskimp fenoz en ur gwele pluñv, e maner Sant-Yann-Kerdaniel ; me ne garan ouelañ nemet pa vez ret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79

teuler e bluñv, e vlev, e c'hreoñ, teuler e sae

1909
Daveenn : BROU p. 428 (muer)

pluñv

1909
Daveenn : BROU p. 410 (plume)

Diwar-benn kabelloù pluñv enezidi ar mor Kreizdouarek en eilvet milved kent H. S., A. J. Reinach,[...].

1924
Daveenn : SKET.II p.72

En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949-950 (Mae 1924)

Goloet eo e gorf a bluñv evel re ar gaouenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

War zivskoaz pep merc’h ur vantell vras, graet gant pluñv ha marbluñv elerc’h. Kel lies alarc’h a lavarfes, ker gwenn ha ker kaer ha ma ’z int !

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Ar yer, ar c’hilhog hag ar bolezig vihan a zihunas trumm hag a nijas spontet, betek toenn ar c’hraou ; ar pluñv a nijas kemend-all.

1944
Daveenn : ATST p.130

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial