Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. al lec'hioù annezet) Stank an dud ennañ. Poblek eo ar vro-se e-kichen ar mor. Ur c'harter poblek. DHS. poblet. II. 1. Ijinet gant ar bobl (II) ; ganet eus ar bobl. Ar c'han poblek e Breizh. 2. Merk ar bobl warnañ; brudet e-touez ar bobl. Ur romant poblek, ur ganaouenn boblek. 3. A-WECHOÙ Deuet-mat d'ar bobl.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

poblek

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIII

Kastizet e vezent, gant ar skourjez, gant ar wialenn, gant ar « simbol », ha nann hepken er skolioù poblek, mes er skolioù kristen ivez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Hag ar peder a zo dilhad diginkl war o zro, bet prenet en ur c'hourstal en ur c'harter poblek.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Mat, an hini kentañ a oa ur mezeg barrek-kenañ, an eil ur skolveuriad, emichañs ne vo ket ur c'haner poblek an trede gwech.

2015
Daveenn : EHPEA p121

Deus an tu all e vo kreñvaet pouez politikel hoc'h obererezh o tiskouez eo poblek ho stourm ha n'oc'h ket "un dornad ekstremisted na gomzont nemet evite o-unan" evel ma vo lâret a-dra-sur gant hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p148

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial