Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B. A. 1. Stroll tud a vev war an hevelep tiriad, hag a zalc'h etrezo liammoù sevenadurel (yezh, relijion, h.a.) pe istorel kreñv. Pobloù Afrika, Amerika, Azia, Europa, Okeania. Pobl Breizh. Div bobl Belgia. [1954] Kinniget am boa dezhi ar c’hanaouennoù kendoniet gant Bourgault-Ducoudray, rak ne skuizhe ket o selaou danvez he den o tivizout diwar-benn hor sonerezh, hon yezh, hor pobl o stourm e-pad kantvedoù evit mirout he frankiz. 2. Stroll tud eus an hevelep orin strewet dre vroioù ar bed holl. Ar pobloù jipsian. Pobl ar Yuzevien, ar bobl a Israel. [1878] En hanv ar bobl a Frañs B. Dre ast. 1. Stroll annezidi ur Stad, ur riez. Ar bobl c'hall. 2. Poblañs. Pobl an Douar. Pobl ar c'harter. & RELIJ. Pobl ar bed-mañ : an dud krouet. Pobl Doue : ar feizidi. C. 1. Engroez. Ur bobl a gane er straedoù. Ur bobl hep niver. 2. Ur bobl, ur bobl a : un niver bras a. Ur bobl tud a zeredas. Ur bobl a dud a oa eno. II. H.b. 1. AR BOBL : an darn vrasañ eus poblañs ur vro ; ar renkadoù izelañ a c'hounez o buhez diwar nerzh o labour, enebet ouzh ar binvidien, ar renerien hag an dud desket. Klask a reont ober eürusted ar bobl. Ul lezenn deuet-mat d'ar bobl. & Brezhoneg ar bobl : ar brezhoneg rannyezhel. Lavar ar bobl. & ISTOR Talbenn ar Bobl : aozadur a vode, e Frañs, e dibenn ar bloavezhioù 30, ar strolladoù politikel eus ar gostezenn gleiz. HS. gwerin. 2. (impl. da spizer) Eus ar bobl. Al lennegezh-pobl. Kanaouennoù-pobl. 3. Dre ast. (gant talvoudegezh ur ger lies) Ar bobl: an dud. Ar bobl a oa en o save ribl ar mor.

Skouerioù istorel : 
67
Kuzhat roll ar skouerioù

pobl

1499
Daveenn : LVBCA p166 (peuple)

Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed.

1575
Daveenn : M. p34

Dezraoù un libell a'n gwellañ d'an bobl lik d'en em aplikañ, Ha preparañ kent mui kañvoù, Penaos pan renter an spered ez tle bout hep bec'h a bec'hed : Pe bout daonet dre e fedoù

1575
Daveenn : M. p.34

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Daveenn : M. p36

[«]Mar kerez ez vizi an eil itron war-lerc'h an rouanez em falez, ha davantaj, me a ray lakaat da imaj e-kreiz ma falez, evit maz vezo gant enor adeulet evel un doueez gant ma holl fobl[.»]

1576
Daveenn : Cath p16

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Daveenn : Cath p6

Neuze an werc'hez venniget a bedas hon aotrou Doue ez plijze gantañ terriñ ha distrujañ en injinoù-se en enor an hanv benniget anezhañ, ha evit koñversion an bobl pere a edoe prezant, hag enkontinant maz oa dispozet lakat an werc'hez en tourmant-se.

1576
Daveenn : Cath p20-21

pobl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg peuple

ar foul a'r bobl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (la) foule (du peuple)

benefis ez eus pobl da c'houarn

1732
Daveenn : GReg pg benefice (à charge d'ames)

Ur bobl fall ha bastard a c'houlenn burzhudoù, ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

an templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt

1732
Daveenn : GReg pg après

Lizher an abostol sant Paol d'ar bobl hebre

1732
Daveenn : GReg pg hebreu (L'Epitre de saint Paul aux Hebreux.)

reiñ dour benniget d'ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg asperger (le peuple d'eau bénie)

sparfañ ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg asperger (le peuple d'eau bénie)

Ur bobl a dremen hag un all a zeu.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation passe, & l'autre vient.)

un taol bras a bobl

1732
Daveenn : GReg pg affluence

ar bopl

1732
Daveenn : GReg pg (le) commun

er bobl munud

1732
Daveenn : GReg pg (le) commun

eus ar bobl munud eo

1732
Daveenn : GReg pg (il est du) commun (du petit peuple)

ar bobl hebre

1732
Daveenn : GReg pg hebreu (Les hebreux.)

a aparchant ouzh ar bopl ebre

1732
Daveenn : GReg pg hebraique

an ingroez eus ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg foule (La foule du peuple.)

an foul eus ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg foule (La foule du peuple.)

foulañ ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler le peuple , le surcharger d'impôts, &c.)

sevel truajoù e foulañs ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler le peuple , le surcharger d'impôts, &c.)

savet truajoù e foulañs ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler le peuple , le surcharger d'impôts, &c., pp.)

dousoc'h eo kalz ar gofesion a reer e skouarn ur beleg, eget an hini a reer dirak ar bopl

1732
Daveenn : GReg pg (la confession) auriculaire (est bien plus douce que la confession publique)

pobl

1732
Daveenn : GReg pg generation (genealogie), generation (Génération, personnes qui vivent en même temps.)

ren ar bobl

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rén-ar-bobl (république, état gouverné par plusieurs qui tiennent ou doivent tenir leur autorité du peuple lui-même, dont ils sont les représentants, les mandataires), stâd (-diroué)

Fellet em eus e klevjes kement-se, hag e lavarout dit dirak ar re holl a zo azezet amañ, hag a zo henaoured va fobl.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth

pobl

1850
Daveenn : GON.II pg pobl (peuple. nation).

poblioù

1850
Daveenn : GON.II pg pobl (peuple. nation. Pl.)

Lavaret a ra d'ar bobl digeriñ e spered, / Selaou an alioù mat, o heuliañ hed-da-hed ;

1867
Daveenn : MGK p1

Un deiz da-gaout ar raz santel / E teuas, a-berzh pobl ar razed, / Kannaded, / Da lavaret dezhañ e voa savet brezel / Gant ar c'hizhier hag i : voant deut, en ur dremen, / Da c'houlenn digantañ un draig en aluzen.

1867
Daveenn : MGK p116-117

Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad-amzer fall

1867
Daveenn : MGK p4

Pennoù-bras kêr, evel m’am eus her lavaret deoc’h, ar re a dlee reiñ skouer vat d’ar bobl ha miret na vije saotret o c’hêr gant traoù ker sot, a gouezhas da gentañ d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant.

1877
Daveenn : EKG.I. p.182

Lavaret a reas d’ar bobl a yoa e toull-dor an eskopti : — It pep hini d’e gêr, va bugale vat, mont a ran da c’houlenn kuzul digant va vikeled-vras, ha digant tud vat all a zo amañ en eskopti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

En hanv ar bobl a Frañs

1878
Daveenn : EKG.II p.198

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

A se out dellezek hag evit mad an holl eo e reni ha dindan da renadur, kerkoulz ha dindan renadur da ziskennidi, e kresko bagad an alc’houeder Alouda hag e teuio d’ur bobl vras ha galloudek.

1923
Daveenn : SKET p.106

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Daveenn : SKET p.6

(1) Diwar-benn an ober gant ar yun evit rediañ hervez reizh ha lezenn, boaz kent an amzervezh kristen e-touez ar Gelted kozh hag ar pobloù ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255.

1923
Daveenn : SKET p.37

Keñveriañ ar c’hwiboned o tigas bugaligoù er c’hredennoù-pobl bremañ, Rev. arch. 1902, p. 379 (Alzas, Alamagn)

1924
Daveenn : SKET.II p.7

Gantañ e weladenni ar bed hag ar pobloù anezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

ar Bobl

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

arz pobl

1931
Daveenn : VALL pg art (populaire)

ar pobloù

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

Pa zegouezhjomp en ostaleri, e oa leun a bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.155

A-benn ar fin e oa disklêriet din ar wirionez : div bobl a veve en departamant « Côtes-du-Nord », unan er c'huzh-heol hag eben er sav-heol, ar re gentañ a oa Tregeriz ha Kerneviz, hag ar re all a oa Breizhiz « Gallo ».

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Mont a rae e-unan d'o c'hanañ war al leurioù-c'hoari, gant e wreg, hag evel m'o doa o-daou mouezhioù brav, un doare da blijout, ha gwiskamantoù Kerne, e oa sot ar bobl ganto e kement lec'h ma kanent.

1944
Daveenn : EURW.1 p69-70

Kadorioù ha bankoù a oa en tu 'raok, ar bobl en he sav en tu 'dreñv.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Al lec'h-mañ a oa evit ar bobl ordinal da zebriñ ha da evañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

Bertou a oa chomet tostoc'h da yezh ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p86

Raktal ma oan erru e gar Menez-Parnas, ur bobl a dud a oa war ma seulioù […].

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

E gefridi a oa prezeg Komz ar Wirionez d'ar bobl fidel, en argoll er Bed Bras, Ha petra a ouie, eñ, diwar-benn ar Bed Bras ?... Milligañ pec'hedoù ar C'hig ?...

1949
Daveenn : SIZH p.64

Kinniget am boa dezhi ar c’hanaouennoù kendoniet gant Bourgault-Ducoudray, rak ne skuizhe ket o selaou danvez he den o tivizout diwar-benn hor sonerezh, hon yezh, hor pobl o stourm e-pad kantvedoù evit mirout he frankiz.

1954
Daveenn : VAZA p.181

Ne ouien ket er mare-se e tleen un deiz da zont bale war greiz an deiz ha dirak ar bobl gant ur sae wenn en-dro din hag ur bodig uhelvarr em dorn, e-touez hor breudeur tramor o lidañ gouelioù ar Gorsedd e Perroz, Trec'horanteg, hag e lec'h all.

1954
Daveenn : VAZA p.26

E pebezh stad truezus e oa difaragoellet ur vro ma teuas er bed enni ar voraerien Magellan, Vasko Gama, Albukerk, ar barzh Kamoëns, an alouberien a greskas brud ha pinvidigezh o fobl dre c’hounit inizi ha douaroù dizanav !

1954
Daveenn : VAZA p.130

Ha pell-pell, a-rez an dour, ur goabrenn, ur vogedenn, ha marteze un huñvre, Kapri, an enezenn a blije kement d’ar broc’h kozh Tiber, mouzhet ouzh e bobl hag e vro.

1954
Daveenn : VAZA p.140

Doujet ha karet gant e bobl, ezhomm ebet ne voe d’eoriñ e-kichen e lestr-bale div pe deir regennad listri-brezel gant o c’hanolioù gouest dalc’hmat da dennañ.

1954
Daveenn : VAZA p.168

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Daveenn : PETO p36

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Daveenn : PETO p35

Ur bobl 'zo e Breizh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Ur c'hresk ken bras en ur ober dek vloaz a rofe marteze da grediñ e vefe bet troc'het ar mallozh a seblante gwaskañ ar bobl-se.

1985
Daveenn : DGBD p188

En doare-se ivez moarvat e tiwane ar c'hanaouennoù pobl en hor broioù-ni gwechall, met dre ma sevena an dud ez a da goll an doareoù eeun-se.

1985
Daveenn : DGBD p35

Ofis publik ar brezhoneg