Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hollad an dud a ra o annez war an tiriad-mañ-tiriad. Poblañs Breizh : an dud a ra o annez e Breizh. Kreskiñ a ra poblañs ar bed. Niveradeg ar boblañs. [1954] [...] barrek e oant, emezo, d’ober o-unan war dro poblañs ar vro evit pezh a selle ouzh ar bevañs, al lojeiz hag an holl draoù all a vije ezhomm diouto. 2. ARMERZH, DOUARON. Stroll tud a c'haller niveriñ, studiañ. Kresk, digresk ur boblañs. & (en ur vro) Poblañs-labour : niver an dud a labour pe a glask ul labour.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Hogen, ne voe kemend-all a zifrae hag a largentez nemet ur c’holl-amzer, hepmuiken, rak kerkent ha ma voemp erru du-hont, e tisklerias ar Saozon d’hon admiral ne felle ket dezho bezañ skoazellet gant an estren : barrek e oant, emezo, d’ober o-unan war dro poblañs ar vro evit pezh a selle ouzh ar bevañs, al lojeiz hag an holl draoù all a vije ezhomm diouto.

1954
Daveenn : VAZA p.94

Kendalc'het he deus niver ar boblañs da vont war gresk abaoe hag e miz Meurzh 1941 e nivered 454 300 den, 73 500 Europad en o zouez (e 1926 e oant 35 300 war 107 000).

1985
Daveenn : DGBD p14

Pa vije an holl floderion gemedel da vezañ lazhet, ne chomje eus poblañs Bro-C'hres nemet implijidi ar gennadoù foran ha prevez, an dilabouridi hag an tiegezed.

2015
Daveenn : EHPEA p82

Lakaat war-wel an doareoù-se d'ober a vo unan deus palioù an obererezh eta, evit ma vo heuget ar boblañs -pe ar pratikoù, an dilennerien, an ensavadurioù, hag all, hag all...- gant hon enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial