Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat tud da vevañ war an tiriad-mañ-tiriad. Tud zo bet kaset di da boblañ ar vro. Poblañ an Douar. 2. Lakaat niver an dud da greskiñ el lec'h-mañ-lec'h. Goulennet ez eus digant tud all dont d'ober o annez er vro, evit he foblañ un tammig muioc'h. & Dre ast. Lakaat niver al loened da greskin el lec'h-mañ-lec'h. Evit poblañ ho krevier. 3. Ober e annez e. Tud disheñvel eus ar re a bobl ar c'hêrioù. ES. diboblañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

lakaat peskedigoù munut en ur stank redet, evit poblañ a-nevez

1732
Daveenn : GReg pg empoissonner (ou appoissonner, mettre du peuple en un étang pêche)

N'eo ket poblet ar gêr-se.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pobla (cette ville n'est pas habitée).

poblet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pobla (habiter, faire sa demeure, son séjour en quelque lieu. peupler, établir une multitude d'habitants dans un pays. remplir un lieu d'habitants par la voie de la génération. Part.)

poblañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pobla (habiter, faire sa demeure, son séjour en quelque lieu. peupler, établir une multitude d'habitants dans un pays. remplir un lieu d'habitants par la voie de la génération).

Adam hag Eva o deus poblet ar bed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pobla (Adam et Eve ont peuplé le monde).

Evit ar gouennoù all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevezh, darn anezho eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammoù o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e dourioù ar stêrioù, e gwez ar c’hoadoù, e rec’hier ar menezioù.

1923
Daveenn : SKET p.31

Setu bremañ penaos e reas mibien Vanos da berc’hennañ ha da boblañ an douaroù en-dro d’ar re-se.

1923
Daveenn : SKET p.118

Evit an danevellouriezh, ne voe ket a-walc’h gantañ diskiñ d’ar bugel brud gouenn Vanos, brud ar gouennoù all o poblañ ar bed a zeskas dezhañ ouzhpenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial