Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lestr keginañ metal a dalvez da boazhañ boued. 2. Trl. skeud. Koll e bothouarn bihan : koll pasianted, mont e fulor. & Ar billig o seniñ d'ar pothouarn, ar gaoter o sarmon d'ar pothouarn : an eil o tamall egile hag an daou ken kiriek ha ken kiriek. & Trl. kv. Du evel pothouarn Mari-Job : du-tre. HS. chaodouron, kaoter. 3. Den sot. Hennezh zo ur pothouarn !

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

drezenn ur pothouarn

1732
Daveenn : GReg pg anse

pothouarn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pôd (-houarn)

pothouarn

1931
Daveenn : VALL pg autoclave

E lost ar park, emañ ar gegin : ugent pothouarn war ugent trebez, ha kement all a geginerezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Paotr yaouank e oa manet evel[-]just, rak pebezh cholori ma c'hoarvefe d'ar seurt pod-houarn [sic, "pothouarn"] kavout ivez e c'holo !

1954
Daveenn : VAZA p.20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial