Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. (db. an dud, an traoù) 1. Bras e bouez. Ar c'hrennard-se zo deuet pounner. Gwall bounner eo ar sac'had greun. [1954] [...] ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h. & Trl. Re holl a bounner eo ar sac'h-se : re bounner holl eo. & (kreñvaet gant un adv. pouez.) Pounner-bec'h : pounner-kenañ. 2. (en e zerez-uheloc'h) Fetisoc'h. Ar plom zo pounneroc'h eget an houarn. B. Dre ast. 1. Kreñv ha trouzus. Skoet e voe taolioù pounner ouzh an nor. An avel zo pounner er siminal : krozal a ra da vat. Klevet a reer kurunoù pounner. [1878] [H]e c’halon a lamme a lammoù pounner en he c’hreiz [.] 2. Gorrek, evel dalc'het gant ur pouez. Pounner eo e gerzhed, e zistagadur. Pounner a spered : gorrek o tisplegañ e soñj, o kompren. 3. (db. ar boued) Diaes da dreizhañ d'ar stomog. Pounner eo dezhañ ar c'hig-sall. HS. stambouc'hus. 4. (db. an douar) Diaes da arat, da balat. En douar pounner e ra an heiz plouz gwak. ES. skañv. C. Dre skeud. 1. Diaes da c'houzañv, displijus d'ar skiantoù. Ur wrez pounner a zeu eus ar c'hraou. Ur c'hwezh ken pounner a zeue dioutañ ma oa un doñjer bezañ war e dro. 2. Amzer bounner : amzer fall, gant avel greñv. Chomet eo ar bagoù en aod, re bounner eo an amzer. & Pounner eo an amzer : bec'h a laka war an analañ. HS. mouk. 3. (db. an trouzoù) Na zasson ket kalz. Ober a reas un trouz pounner en ur gouezhañ. 4. A laka bec'h war an den. En a gav e vuhez re bounner. Ur walenn bounner a oa dirollet war ar vro. Graet gantañ e zilez, n'oa ket pounner e labour. 5. Poanius, a feuk. Kaozioù pounner a vez gantañ alies. 6. Grevus, pouezus. Traoù pounner am eus da zisplegañ deoc'h. Pounner e voe ar c'holl. Setu ar poent pounnerañ eus an afer. 7. (db. an darvoudoù) Diaes da c'houzañv. Un taol pounner e oa eta, rankout dilezel an ti karet-se. 8. (db. ar c'hleved) Bouzar. Pounner eo e zivskouarn. 9. Bezañ pounner e benn : kaout poan-benn. [1878] ar gouzoug disec’h, ar penn pounner ha divoued, ar c’horf brevet, evel ma c’hoarvez gant ar re a dremen o nozvezhioù en ostalerioù, oc’h evañ hag o c’hoari ? 10. (db. ar mor) Diroll. An aezhenn avel a oa kreñv a-walc'h hag ar mor pounner.

Skouerioù istorel : 
69
Kuzhat roll ar skouerioù

pezh pounner a vetal

1499
Daveenn : LVBCA p14, 163, 144, 168 (vne masse ou grief poix)

pounner

1499
Daveenn : LVBCA p168 ('lourd')

ponner

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tardif

pounner

1659
Daveenn : LDJM.1 pg important, lourd, pesant

pounnerañ

1732
Daveenn : GReg pg grossier (Grossier, -e, parlant d'une personne impolie.)

pounnerañ

1732
Daveenn : GReg pg grossier (Grossier, -e, parlant d'une personne impolie.)

tud pounner

1732
Daveenn : GReg pg grossier (Grossier, -e, parlant d'une personne impolie, p.)

kaout fesonioù pounner

1732
Daveenn : GReg pg grossier (Avoir des manieres grossieres.)

falsentez pounner

1732
Daveenn : GReg pg calomnie

gaou pounner war-bouez ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg calomnie

gevier pounner

1732
Daveenn : GReg pg calomnie

leun a c'hevier pounner

1732
Daveenn : GReg pg calomnieux

ur materi pounner

1732
Daveenn : GReg pg grave (Une matiere grave.)

ur spered pounner

1732
Daveenn : GReg pg esprit (Un esprit lourd.)

pounner

1732
Daveenn : GReg pg grossier (Grossier, -e, parlant d'une personne impolie.)

pounneroc'h

1732
Daveenn : GReg pg grossier (Grossier, -e, parlant d'une personne impolie.)

pounner a skouarn

1732
Daveenn : GReg pg (qui a l'oreille) dure

pounner a benn

1732
Daveenn : GReg pg (un) esprit (lourd)

Ker ponner eo, n'hellan ket e sevel.

1850
Daveenn : GON.II pg ponner ou pounner (il est si lourd que je ne puis pas le lever).

pounner

1850
Daveenn : GON.II pg ponner ou pounner (pesant, qui pèse. lourd. - majeur, important, considérable. HV.)

pounner

1850
Daveenn : GON.II pg poézuz ou pouézuz, pg ponner ou pounner (pesant, qui pèse. lourd. - majeur, important, considérable. HV.), pg pounner (voyez "ponner"), pg tuzum

Pounner e voe ar c'holl.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ponner, pounner (la perte fut majeure).

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Daveenn : MGK p20

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

Daou a gred e ve mat mont raktal dizamant / Da gavout an heizez ; eben chomo er gêr ; / Rak gant he zreid pounner e ve labour gortoz, / N'en em gavfe fenoz ; / An heizez a varvfe.

1867
Daveenn : MGK p47

M’en divije ivez ’ta gouezet ar C’houilh e skoe war Loull ar Bouc’h, e vije bet ha stank, ha c’hwek, ha pounner e daolioù penn-bazh !

1877
Daveenn : EKG.I. p.133

Mes ar falc’h n’oa ket lezet evel ma vez pa’z eer da falc’hat ar foenn d’ar foennog ; troet e oa he lagadenn dezhi, hag evel-se ec’h en em gave al lamenn a-eeun gant an troad ; heñvel e oa ouc’h un heskenn-brad, nemet m’oa hiroc’h ha pounneroc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.273

Pa wele ar soudarded oc’h en em erbediñ outo, war bennoù e zaoulin, bizaj ur manac’h kozh, roufennet e zremm gant an daeloù, gwennet e benn gant aon rak an ifern, kaledet e groc’hen gant ar binijenn. el lec’h astenn dezhañ o dorn, e tarc’haouent warnezhañ taolioù kros-fuzuilh ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outañ e benn, ha ma sklapent e empenn ouc’h ar mogerioù a-dro-war-dro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.39

Hag ar person "intru" d’en em sachañ er-maez eus e garrbont. Mes, siwazh ! sonnet eo e zivesker, brevet e gorf, sklaset e izili, pounner ha boudinellet e benn !

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

Komzoù an den-se a skoas un taol a joa ker pounner war galon Visant, ma kouezhas klañv ha ma varvas nebeut amzer goude-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.186

Re bounner bec’h e oa ar c’homzoù-se evit kalon ur vamm.

1878
Daveenn : EKG.II p.264

Ker pounner kroaz n’oa ket evit kouezhañ war Benn-an-Nec’h ; an traoù-se n’oant nemet huvreoù... A ! Siwazh ! gwir [e] oant kouskoude, ha re wir zoken !

1878
Daveenn : EKG.II p.254

En dro-mañ an Itron Le Guen a gollas he liv : he c’halon a lamme a lammoù pounner en he c’hreiz ; he divesker a blege a-zindani ; graet [e] oa gant an aotrou Branelleg, ha ganti ivez, siwazh !

1878
Daveenn : EKG.II p.225

Croy a zo bet kavet warnezhañ ur groaz bastet a bep tu gant kregin ha perlez, ha daou damm paper, a vije lavaret skrivet gantañ, hag a yoa warnezho an traoù diskiantekañ diwar-benn ar relijion hag an tamall ar pounnerañ war le ar veleien [...].

1878
Daveenn : EKG.II p.200-202

Ha n'eo ket gwelloc’h kement-se eget nad eo sevel d’al Lun vintin, ar gouzoug disec’h, ar penn pounner ha divoued, ar c’horf brevet, evel ma c’hoarvez gant ar re a dremen o nozvezhioù en ostalerioù, oc’h evañ hag o c’hoari ?

1878
Daveenn : EKG.II p.174

Meur a vec’h lann hag a vec’h yeot a zo bet war va c’hein, mes n’eus bet biskoazh ker pounner bec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.130

Ar gwel a gement-se a lakeas ur bec’h pounner da gouezhañ war va c’halon. Petra am boa da ober ? Ne ouien ket va-unan.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

pounner

1909
Daveenn : BROU p. 411 (lourd)

Samm ar bec'had-se doc'htu. - Re bounner eo, se.

1909
Daveenn : BROU p. 419

Betek hed un den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannoù an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, tev ha pounner, a roe ul livrad bleud eus an uhelañ begenn.

1923
Daveenn : SKET p.74

Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.

1923
Daveenn : SKET p.110

Vindosêtlos a gerzhas betek Moridunon, skañv e bicheradig en e zorn kreñv, pounner, avat, e galon ha morennet-holl e ene a c’hlac’har.

1924
Daveenn : SKET.II p.36

Distaget gantañ Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h dezhañ, en ur c’hwezhañ evel ul louz, en em sevel war an dibr : e dreid er skleugioù : — Hu ! hu ! Bidoullig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

An traoù-se a zo diaes-ral da zibuniñ, ha gwelloc’h eo, moarvat, furoc’h, chom hep heskinañ en hon empenn mennozhioù ken pounner.

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

kanolioù pounner

1931
Daveenn : VALL pg artillerie (lourde)

Pediñ a reomp al lenner da zigareziñ an dro-bluenn, hag a zo ponner alies. Kalz ponneroc'h e vije bet, avat, ma ne vije ket bet hor c'heneil Kenan Kongar evit reizhañ al labour e-keñver ar yezh.

1943
Daveenn : TNKN p9

Job a reutae e zivesker, me el lavar deoc’h ; rak ma oa pounner ar vag da nerzh daou zen, pounneroc’h e oa c’hoazh da nerzh unan hepken, dreist-holl p’en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh.

1944
Daveenn : ATST p.107

Ur penn tev en doa, gant lunedoù bras war e fri ruz ; lart e oa evel un Turk ; mes e vouezh ne oa ket stummet diouzh e gorf pounner ; komz a rae flour, mes skeiñ a rae kalet.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

Skuizh-marv e oamp : ar c'hezeg-houarn neuze a oa ponner ha ne oa ket ganto na rod libr, na cheñchamant herr.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Ur gambrad hir ha frank, leun a voged butun, a c’hwez louarn, a flaer pounner.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

1944
Daveenn : ATST p.13

Mont a reas ar vag pounneroc’h-pounnerañ, pe, da vihanañ Job a grede se.

1944
Daveenn : ATST p.107

Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Daveenn : SIZH p. 42-43

Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Kerkent ha ma tostaent d’an oad dimeziñ [oad-dimeziñ], bez’e veze war benn ar baotred ur pezh tog du pounner gant eriennoù ledan, met kuit a voulouzennoù.

1954
Daveenn : VAZA p.30

Tevel a rin war ar vartoloded vunut o tougen bigi dre lien [bigi-dre-lien] graet gant o zad pe o breudeur, war ar plac’hed yaouank en gwenn hag ivez gwrac’hed Breuriezh ar Rozera, war ar banieloù [bannieloù] ken pounner, ar c’hroazioù aour pe arc’hant, rak kavout a rin marteze tu da gomz diouto pa rin meneg eus pardon Sant Erwan.

1954
Daveenn : VAZA p.40

Ar person -goude bezañ bet pell dilavar hag evel o tihuniñ eus ur c'housk pounner-

1960
Daveenn : PETO p42

Daoust ma'z eo kalet an urzhiadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evezh / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizhet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.

1960
Daveenn : PETO p17

En devezhioù-se, devezhioù diwezhañ miz gouere, eo e krogas evit ar wech kentañ, ar brumennoù a lakaas e gwirionez "amzervezh sec'h" 1938 da vezañ amzer al leizhen ha da vezañ ken pounner da c'houzañv.

1985
Daveenn : DGBD p165

Setu ! tri den skañv ha treut omp-ni, tri gwir skarineg ; hag egile a zo bras, tev ha ponner ; hag anat eo e vez douget aesoc'h seizh-ugent lur eget ne vez graet daou-c'hant lur.

1985
Daveenn : DGBD p36

Seul izeloc'h orin sokial an dud tamallet diouzh hini ar barner, seul bounneroc'h ar c'hastizoù eta !

2015
Daveenn : DISENT p157

Un deñvalijenn du hag un didrouz ponner a zo ouzh ma gortoz.

2015
Daveenn : EHPEA p101

C'hoazh m'en dije lazhet anezhañ pe gant un arm-tan pe o skeiñ gantañ gant un draezenn bounner bennak.

2015
Daveenn : EHPEA p46

Ken pounner hag ur c'horf marv. Peadra da reiñ bec'h d'an archerien ha da gaout poltredoù brav - stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ.

2015
Daveenn : DISENT p52

Ur c'hwezh pounner a oa en ti ha ludu an tan, leun a vechadoù sigaretennoù, a oa ledet er-maez eus an oaled war al leur-di.

2020
Daveenn : ARGEL p. 74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial