Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659] Gouestlañ, dre gomz pe dre skrid, ober udb. & [1659] (dirak un av.) [1659] Prometiñ dimeziñ. Prometiñ a reas chom hep lakaat reuz. & Prometiñ da ub. ober udb., ober udb. da ub. : lavaret groñs e ober. Prometet o doa reiñ arc'hant din. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") Prometiñ a ran n'ho trubardiñ ket. Prometet em eus dezhañ ne vankin ket. & Ent krenn Prometiñ ha dibrometiñ, setu ar pezh a ra ar gouarnamant. Pa'n doa prometet d'ar re all, ne c'halle ket terriñ e c'her. & (en e furm av.) Prometiñ n'en deus morse rivinet den ebet. 2. V.k.e. [1622, 2012] Gouestlañ -dre gomz pe dre skrid- reiñ udb. Hervez m'hor boa eñ prometet. & (en tu gouzañv) [1622] Ar c'hloar pehini zo prometet deomp. An hini a oa bet prometet gant ar brofeded. Ar gloar zo prometet dimp. HS. grataat, lavaret.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

« Hanter-kant orateur az eus asamblet a-enep ur werc'hez ha prometet [az eus] dezhe madoù hag enoroù bras, mar oz devez ar viktoar. »

1576
Daveenn : Cath p13

M. Peseurt droug a zigas deomp-ni ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar c'hloar pehini zo prometet deomp, hag en hon rent koupapl, d'ar poanioù infernal.

1622
Daveenn : Do. p36

prometi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg proposer

prometi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Promettre, voüer

prometiñ dimiziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fiancer

fournisañ ar pezh en deus prometet ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accomplir

M. Peseurt droug a zigas deomp ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar gloar a zo prometet deomp, hag en hor rent koupapl eus ar poanioù infernal.

1677
Daveenn : Do. p37

prometiñ da ur verc’h e-fas an ilis, dimiziñ ganti

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (Fiancer une fille à futur.)

prometet [d'ur verc’h e-fas an iliz, dimiziñ ganti]

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (Fiancer une fille à futur, fiancé.)

prometet [priedelezh]

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (avant les bans, être fiancé av.)

prometiñ dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (avant les bans)

prometiñ priedelezh

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (avant les bans)

Ar c'hloar eus ar baradoz a zo prometet gand Doue d'ar re, pere gant sikour e c'hras, he milito dre o euvrioù mat.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu a promis la gloire à ceux qui aidez de sa grace, la mériteront par la pratique des bonnes oeuvres.)

prometet [dimiziñ]

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (avant les bans, être fiancé av.)

prometiñ d'ur verc'h e-fas an iliz, dimiziñ dezhi

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (Fiancer une fille à futur.)

prometet [d'ur verc’h e-fas an iliz, dimiziñ dezhi]

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (Fiancer une fille à futur, fiancé.)

— Bennozh Doue dit, Bilzig ! — N’eo ket se ho poa prometet din, Yann ? a lavare Bilzig en ur c’hoarzhin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.149

Ret eo din lavarout deoc’h, Job ha Lom, hervez m’o doa prometet, a oa o vont da c’houlenn ar bagoù, ar c’herdin hag ar bizhier-krog evit klask e goueled ar stêr Aon korf Herri — Doue r’e bardono ! — beuzet un nebeut devezhioù ’oa.

1944
Daveenn : ATST p.92

Ar peurvuiañ ac'hanomp a brometas mont.

1944
Daveenn : EURW.1 p.159

Ar Suised o doa prometet / 'Tennjent war ar sitoianed, / Met digant pobl Bro-C'hall / O deus tapet o fall.

1960
Daveenn : PETO p45

Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde. Me 'oar hoc'h eus e welet ; lavaret en deus din, ha dichek eo bet, 'm eus aon. Met damantiñ a ran kalz, e gwirionez kalz, d'an den yaouank-se ; ha mard an kuit, Utterson, me fell din e vefec'h madelezhus en e geñver, hag e pledfec'h gant e wirioù. Termal ne rafec'h ket, ma oufec'h pep tra. Ha disammet e ve va spered, ma prometfec'h.

2012
Daveenn : DJHMH p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial