Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den zo, a vez o saotrañ udb. & Trl. [2015] greantour-saotrer. & Dre skeud. Den a zo, a vez o saotrañ udb. sakr. Saotrerien deiz ar sulioù. 2. Dre ast. Labourer fall. DHS. moc'her. HS. talfaser.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

saotrer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saotrer

saotrerien

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saotrer

Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.

2015
Daveenn : DISENT p156

Arru eo skuizh leizh a gazetennerien gant ar geusterenn a rankont servijout d'al laeron, d'ar bolitikourien a lavar gaou, d'ar pennoù-industriezh vrein ha d'ar saotrerien, ha kement zo... a implij ar gazetennerien evit ober brud evite o-unan peotramant evit o ensavadur.

2015
Daveenn : DISENT p126

Ha c'hoazh ne lakaomp ket ar gaoz diwar-benn [war] an diktatourien a deu d'hor gwelet amañ, diwar-benn [war] ar c'hreantourien-saotrerien, ar gouarnamantoù hag a aoz brezelioù, ar vinistred a zoug raktresoù lezenn drastus evit an dud, ha kement zo...

2015
Daveenn : DISENT p146-147

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial