Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1972, 2012, 2015] Emzalc'h spered a ra un den dioutañ evit ober e vennozh db. udb. [1972] An holl a seblantas asantiñ d'am savboent. Difenn e savboent. An Douar zo bihan diouzh savboent ar steredoniezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

an holl a seblantas asantiñ d'am savboent

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p18

m'hon eus bet a-wechoù savboentoù diforc'h a-zivout krefen a ouezoniezh, ne'm eus ket soñj e ve bet, da nebeutañ diouzh va zu, an disterañ droukziraez ouzh hon mignoniezh.

2012
Daveenn : DJHMH p79

Ha bremañ, c'hwi hag a zo abaoe ken pell bevennet ho spered gant ar savboentoù strishañ ha danvezekañ, c'hwi hag hoc'h eus dinac'het vertuzioù ar vezekniezh trehontel, c'hwi hag hoc'h eus graet al lu gant tud a oa dreist deoc'h... sellit !

2012
Daveenn : DJHMH p88

Ar pezh a zo boutin etrezomp eo ez eomp-holl faezhet, pep hini en e zoare ha diouzh e savboent.

2015
Daveenn : EHPEA p358

Emaomp holl o cheñch tamm-ha-tamm, da lâret eo n'eus emzalc'h na savboent ebet a chomfe heñvel da viken.

2015
Daveenn : DISENT p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial