Pellgargañ ar gerioù kar ampoent daouboent neinboent savboent
a boent da boent
poent
Lod a rae van da vont d’ar goueled, lod all a bigne war gern ar c’hoummoù-mor ; a-wechoù div vag, harp-ouc’h-harp, n’en em welent ket zoken, ha koulskoude ar c’han hag an diskan a yae a-unan pep hini d’e boent, rak a-galon e kane an holl, ha ker brav ez aent evel pa vijent bet o kanañ en iliz Sant-Jakez, e Perroz.
Da bep pwent
poent
Diaes-tre eo emichañs ober un diviz ha dibab war ur poent ken rouestlet.
Job ha Lom en em gleve war gement poent eus [k]ement tra, war ar pemdez evel d’ar [S]ul.
Ne gavot plac’h ebet ha, koulskoude, poent bras eo deoc’h fortuniañ. Tregont vloaz, soñjit…
— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »
- Erru poent serriñ dor an iliz ! eme egile.
Bremaik e vo poent morailhañ an nor, ha distreiñ d'al laezioù, du-se, er penn pellañ eus al leandi meur.
- Amen ! a respontas ar vaouez, evel en derc'hent. Ha mousc'hoarzhin a reas adarre, evel en derc'hent. - Erru an eur ! eme al lean yaouank, - Poent eo mont !... Hag eñ, ha mousc'hoarzhin ivez, lentik ha mezhus...
Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.
E-pad m'emeur gant ar c'hafe e tegouezh al lestr er Verdon, hag eno emañ atav p'emañ poent mont da gousket.
[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele (keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens). Daoust da gement-se e oa bet un hirnezh d'he sevel. N'ho peus ken soñjal. Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni d'he feurechuiñ.
D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...
Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.
D'ur poent bennak e spurmantas Kathrine un dropelladig kirvi-erc'h.
Na pegen bihan e seblante ar gambr dezhi, kement tra a oa bihan, ar gwele, ar gador, an daol, a oa bet ruz d'ur poent bennak, a-raok ma vefe bet livet e glas-oabl ganti.
Aet omp tremen poazh o vezañ chouk-ha-chouk, ha ni paotred dianav an eil d'egile, ha n'en em welimp biken ken, ha ni bet charreet gant ar vuhez avat war ar memes hent poent zo bet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
poentadur