Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Savadur zo ennañ gwazadurioù melestradurel ur gumun, burev ar maer, ha sal ar c'huzul-kêr. Ti-kêr Gwened. Mont d'an ti-kêr da lakaat marilhañ e vugel. Plasenn an ti-kêr. [1954] Genou bras ! eme segredour an Ti-kêr o tremen dre eno, honnezh eo Pallas ! 2. Dre ast. Emvod ar c'huzul-kêr. Bez' ez eus ti-kêr hiziv.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

ti-kêr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg maison (de ville)

ti-kêr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hostel de Ville

ti-kêr

1732
Daveenn : GReg pg corps (de ville)

ti-kêr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tî-kéar (mairie, la maison, l'hôtel du maire).

tiez-kêr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tî-kéar (mairie, la maison, l'hôtel du maire. Pl.)

Dont a reot d'an ti-kêr ganin.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tî-kéar (vous viendrez à la maison avec moi).

Ker goullo oa an ti-kêr evel an iliz ; n’oa ket ur penn kristen ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.232

O welet kement-se, ha skuizh o c’hedal, me 'gred (ne gav ket din e vije dre vezh e vije bet, avat, rak an neb a nac’h e relijion hag e Zoue, n’en deus mezh dirak netra), ar person "intru" a lavaras da gabiten ar soudarded e oa gwell dezho lezer an oferenn a-gostez ha mont d’an ti-kêr evit lakaat war baper e oa eñ gwir berson Plougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.231-232

— Petra ? C’hoant hoc’h eus da lavaret ne rit ket a fae war ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemet ur wech hepken e ti-kêr, un dervezh m’oac’h bet lakaet da sinañ e oac’h hanvet maer ; abaoe n’oc’h ket bet war-dro. Ha n’eo ket an dra-se ober fae war ar Republik ?

1878
Daveenn : EKG.II p.65

Pa oan o kildreiñ du-mañ, du-hont, me ha gwelout ar paotr yaouank barv melen am boa remerket an derc'hent en ti-kêr, an aotrou de la Guichardière.

1944
Daveenn : EURW.1 p71

Ar vrogarourien a oa bet pedet holl d'en em gaout e sal vras ti-kêr Montroulez, kentañ solieradur, d'ar Sadorn 13 a viz Eost 1898 da glevout prezegennoù a-zivout adsavidigezh Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.66

Ar geñveradeg gwiskamantoù a oa dindan kloastroù an ti-kêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188-189

Un nebeud devezhioù goude, an ugent a viz C'hwevrer, en em engouestlis e ti-kêr Bret evit pemp bloaz, ur pennad brav marteze, met biskoazh keuz n'am eus bet abaoe ar beure ma skrivis va anv e traoñ ar baperenn-se.

1954
Daveenn : VAZA p.81-82

Feiz, ’me eben, moarvat unan eus e gamaradezed eus Paris [sic, Pariz]. – Genou bras ! eme segredour an Ti-kêr o tremen dre eno, honnezh eo Pallas ! – Pailhaz ? eme ar gemenerez, ha peseurt pailhas ? – Ma ! eme plac’h hec’h amann, brasoc’h eo c’hoazh da c’henou eget n’am bije kredet : Pallas, gout’ ouzout awalc’h, eo an damez bikez ! »

1954
Daveenn : VAZA p.58

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Daveenn : PETO p11

D'an 20 a viz C'hwevrer, pa veze dija koulskoude difennet mat an tiez-kêr war rodoù ec'h en em gav e Plogoñv harzlammerien

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.3

Tremen a reomp dre greiz kêr, hag e reomp ur gwel d'al lez-varn ha d'an ti-kêr, kaer-kenañ an diabarzh anezhañ gant e lennad dour sioul.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ne lavarin ket e nij gant al levenez rak graet e vez ar c'hantreolaat gant un tamouez boull, diouzh un tu, ha, diouzh un tu all, peogwir ez eo ur ral dezhi kaout da ober gant al lez-varn en he labour, a laka da soñjal kentoc'h er skrivagner foran gwezhall a stalie e daolig e toull-dor an ti-kêr.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial