Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. Gwez bras, levn o rusk, o anv genad Tilia, dezho delioù dantet-munut ha bleuñv arvelen. Un alezad tilh, ur valiad tilh. 2. RANNYEZH. Evlec'h. II. H.g. 1. Bleuñv ha frouezh sec'h frondus ar spesad Tilia cordata a dalvez da aozañ un died dre ziskenn dour berv war un dornadig anezho. & Dour-tilh : dour tomm diwar bleuñv tilh. Un tasad dour-tilh. & Gwez-tilh, ur wezenn-dilh : tilh (I 1, 2), un dilhenn. 2. Prenn tener an tilh (I 1) end-eeun.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

tilhenn

1499
Daveenn : LVBCA p194

tilh

1850
Daveenn : GON.II pg évlec'h, tîl, tilek, tilennek, tilen

tilh

1850
Daveenn : GON.II pg tîl, tilen

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Daveenn : SKET p.48

Fav, tilh, derv, bras-divent o c’hefioù, bodennek o c’hernioù, a waskede tonenn c’hlas an douar.

1923
Daveenn : SKET p.120

A-wechoù evelkent re skuizh e teue, goude graet ganti he zroioù war ar maez, da azezañ, ur pennadig gant ar gwragez all, en disheol ur wezenn-dilh, pehini a astenne deliennek he skourroù a-us d’an aod.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).

Peurc’holoet eo ar vro en he diabarzh gant koadoù tev a vezv, a dilh, a zerv.

1924
Daveenn : SKET.II p.67

Eno e voen diskennet gant ar bir en ur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

tilh

1924
Daveenn : SKET.II p.142 « Geriadurig », "tilleul".

Bemdez-c’houloù, war ar c’hlazenn kelc’hiet a wez-tilh a oa dirak toull-dor ar c’hreñvlec’h [4], e pleustre ar bugel war deurel e gelc’hig, e zaou c’hoaf hag e zaouzek saezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.19

Amañ, du-hont, tier ar besketaerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an traezh, ha, kuzhet gant delioù ur bodad tilh, tier ar valtouterien ha kazarn ar soudarded.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Kastell Brechou ’ta a save e dourell a-us gwez bras ar c’hoad tilh a c’holoe ar run, adalek an Traezh-Gwenn betek mengleuzioù Keraudren.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.807 (Genver 1924)

A bep tu ne weled nemet gwerjeoù ha leton, brouskoadoù kelvez, plant sap, tilh, kistin, p[u]pli.

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial