1. Moereb.
Un dintin en deus eno.
2. (er vokativ)
Termen a reer gantañ evit komz ouzh e voereb.
3. Dre skeud.
[1909] Termen a reer gantañ evit komz ouzh pe db. ar maouezed war an oad.
O vont emaoc'h, ma zintin ?
Daveenn :
BROU
p. 399 (se dit par respect aux personnes notamment plus agées), p. 429 (les enfants le disent à toute grande personne, et les grands à leurs tantes, à quelque degré que ce soit)
Ha koulskoude, plac’h yaouank kozh viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank kozh viret ne vo ket : ne fell ket dezhi, heñvel eus [ouzh] he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, disec’hañ war droad gant ar c’heuz hag an erez.
Ha koulskoude, plac’h yaouank koz viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank koz viret ne vo ket : ne fell ket d’ei, henvel eus he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, dizec’ha war droad gant ar c’heun hag an erez.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.151
E-giz ar grennarded-se a gustum mont ur wech ar bloaz da welet tintined kozh louet.