Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an tan, ar foeltr) Treiñ (udb.) penn-da-benn e ludu, distrujañ penn-da-benn. Ar pont koad a oa bet pulluc'het gant an tan. 2. Distrujañ (udb.) penn-da-benn war-bouez an tan. Pulluc'het o doa o listri. Pulluc'hañ traoù er fornigell. II. V.g. Deviñ penn-da-benn, treiñ e ludu. Deviñ a ra hep pulluc'hañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.

1923
Daveenn : SKET p.80

Gant ar ranngalon en em lazhas ar roue Eparios, hag an daouzek mab hag an ugent merc’h anezhañ, kouezhet er stourmad ouzh an ti-roue, a voe losket o c’horfoù e-kreiz an tan-gwall a bulluc’has an ti.

1923
Daveenn : SKET p.85 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 85, [...] 7 linenn pelloc’h : « en em lazas ar roue Eparios » kentoc’h").

pulluc’hañ

1923
Daveenn : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Réduire en cendres".

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Daveenn : SKET p.129

An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).

1923
Daveenn : SKET p.139

Difreuz e oa manet he relegenn briziusañ, mantell ar Werc'hez Vari mar plij, goude ma oa bet pulluc'het an iliz gant an tan-gwall.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial