Stlabezet eskern o saverien-vogerioù, pulluc’het brec’h o brezelourien !
Stlabezet eskern o saverien-vogeriou, pulluc’het brec’h o brezelourien !
1923
Daveenn :
SKET
p.15
Liammet e izili ouzh e gorf, ra vo taolet er flammoù ha pulluc’het !
Liammet e izili ouz e gorf, ra vo taolet er flammou ha pulluc’het !
1923
Daveenn :
SKET
p.52
Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboaniañ ar re na vevont nemet evit drougober, rak neuze ouzhit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantañ.
Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboania ar re na vevont nemed evit drougober, rak neuze ouzit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantan.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.61
Hag e Smolensk a dleomp tizhout arc’hoazh ar beure, daoust ha n’en defe ket tanet e gorn gant ur c’hlaouenn dennet eus dismantroù ul lochenn pe ur palez pulluc’het gant e genvreudeur soudarded ?...