Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. A. 1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1985] Plant bividik prl. hep bleuñv na greun, a sav delioù troc'h-didroc'h un niver bras a spesadoù anezho diwar dangorz-red. Nevezennoù punet ar raden. 2. Ent strizh Plant, o anv spesad Dryopteris filix-mas pe Athyrium filix-femina, dezho delioù uhel a gresk er c'hoadoù, er girzhier, el lec'hioù gleb, el lanneier, war ar rozioù. Ur bod raden. [1955] Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel-krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg, a delenn, dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel… & Trl. skeud. Diwan, poulzañ, sevel evel raden : kreskiñ buan-tre. Eno e save ar vugale evel raden. & Stank evel ar raden : stank-tre. 3. Bezañ an aour war ar raden gant ub. & Ne gaver ket, ne gresk ket an aour war ar raden : diaes eo gounit e vuhez. B. (dirak ur spizer) 1. Raden-bleiz, raden-gad : raden (I A 2). 2. Raden-puñs : raden-dour. 3. Raden-gwez, raden-marc'h : raden-derv. II. H.g. Delioù ar plant (I A 2) a veze implijet gwechall evel ar c'holo d'ober gouzer. Strewiñ raden dindan ar saout er c'hrevier.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

radenenn

1499
Daveenn : LVBCA p172 (fougiere, de quoy on faict le voirre)

bod raden

1659
Daveenn : LDJM.1 pg faisseau (de fougeres)

raden

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fougere

raden glas

1732
Daveenn : GReg pg fougere (Fougere verte.)

raden sec'h

1732
Daveenn : GReg pg bois (de la fougere seche)

gwez raden

1732
Daveenn : GReg pg capillaire (plante)

sirop gwez raden

1732
Daveenn : GReg pg (sirops de) capillaire

raden sec'h

1732
Daveenn : GReg pg fougere (Fougere seche, ou sechée pour faire du feu.)

troc'hañ raden

1732
Daveenn : GReg pg fougere (Cueillir, couper de la fougere.)

troc'het raden

1732
Daveenn : GReg pg fougere (Cueillir, couper de la fougere, pp.)

radenenn

1850
Daveenn : GON.II pg raden (fougère, plante. radénen, f., un seul pied de fougère).

raden

1850
Daveenn : GON.II pg raden (fougère, plante. radénen, f., un seul pied de fougère. Pl. raden).

An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gant skourroù bihan, delioù sec’h ha raden glas, evit kuzhet e draped.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

Gouenn ar Gelted a c’hoarias e-kreiz ar geot hag ar raden [.]

1923
Daveenn : SKET p.35

Eno e ri un tammig tantad gant lann ha raden sec’h… — Un tantad, Jarlig ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Bilzig a dapas diwar ar bouteg ar vozad raden a c’holoe ar pesked.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen.

1944
Daveenn : ATST p.71

Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel[-]krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…

1955
Daveenn : VBRU p.21

Ar gwazhioù-dour hag ar stêrioù a vir koulskoude o c'hanol, met al lec'hioù uhelañ eus an aod a vez techet da goll o dour pa zeu pennadoù sec'hor, ha da galetaat eta ; diouzh un tu all ar glaveier a ziswalc'h an holen diwar ar rann-se, hag e kresk neuze un nebeud plant all, en o zouez ur seurt raden.

1985
Daveenn : DGBD p60

Ofis publik ar brezhoneg