askell
eskell
iskilli
stlakat e askell
hep eskell
eskell
dispafalat e eskell
askell
Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.
Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.
Ar valafenn, skañvbenn hag hedro, a oa anezhañ, o teviñ edo he divaskell ouzh flamm ar c'hadaliezh.
- Te 'zo va aveler, emezi, neuze, yaouankiz en he lagad. Reiñ a reas dezhañ un taolig en-dro gant he benvegig splann ha bresk e-giz eskell ur valafenn.
Ken kozh ha Boudedeo e tlee bezañ ar paour-se, met chomet e oa ken sonn hag ur vazh-kloued, ha dibaotat tra, naet evel re un Aotrou e veze e zaouarn evito da vezañ ken rouz, pe dost, ha diveskell ur c’hwil-derv.
A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.
An deiz-se end-eeun, e-keit m’edon gant va merenn e ti-hent-houarn Wilhelmstrasse e Berlin, e oa er sal-prejañ ur bern koronaled pe jeneraled, ken stank ar bagad anezho evel pa vijent bet diwanet eno diwar had, ha war lein tog arc’hant lies-hini [lies hini] e weled ur c’haer a erer daoubennek o tisplegañ e zivaskell.
Ur yaouvezh oa, deiz ma tegouezh al lizhiri dre nij eus Europa ; setu ma teu nijerez divaskell ruz an "Aéro-maritime" da ziskenn da vorañ en ur dremen just dreist hor pennoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
askell