Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. al loened) Dezhañ un askell pe eskell. Merien askellek. 2. (db. an traoù) Askelligoù outañ. Ur bir askellek. 3. (db. hadoù zo) Zo un askell outi. Had askellek ar skav-gwrac'h.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

merien askellek

1732
Daveenn : GReg pg fourmi (Fourmis qui ont des ailes.)

askellek

1850
Daveenn : GON.II pg askellek (ailé. qui a des ailes), eskellek

Merien askellek a zo amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg askellek (Il y a ici des fourmis ailées).

eskellek

1850
Daveenn : GON.II pg askellek (ailé. qui a des ailes. On dit aussi, "eskellek" ou "eskellet"), eskellek

Tizhet en e galon gant ur bir askellek, / Ul labous o ouelañ war e stad truezus, / Dre ma washae dezhañ, a lavare doanius : / — « Ha ret eo e vemp-ni eus hor marv kiriek !

1867
Daveenn : MGK p106

Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.

1923
Daveenn : SKET p.40

Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanoù ar reuniged, hep ken hentadur nemet gant an evned hiraskellek, rakkannaded ar barradoù-amzer.

1923
Daveenn : SKET p.97-98

askellek

1927
Daveenn : GERI.Ern pg askell

askellek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg askell

Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.

1929
Daveenn : SVBV p.19

eskellek

1931
Daveenn : VALL pg ailé

askellek

1931
Daveenn : VALL pg ailé

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial