Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. 1. War-eeun. 2. Diouzhtu. Raktal e oant deredet du-mañ. Kas a raimp keloù deoc'h raktal. DHS. kentizh, kerkent. HS. a-benn(-kaer), rag-eeun. B. 1. Stn. Diouzhtu. Ur plac'h raktal eo honnezh. HS. didro. 2. (db. an traoù) Aozet buan, prest diouzhtu. Er c'hraou e veze ur gwele raktal graet gant tammoù koad ha gwial.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

rac tal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (tout) droict, vis (a vis)

kerzhet raktal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheminer vis-à-vis

rag tal

1732
Daveenn : GReg pg droit (devant vous), (devant lui), front (De front, par devant.)

raktal

1732
Daveenn : GReg pg (tout) devant (vis-à-vis, tout droit), directement, droit (directement, tout droit)

Bac'hiñ a ra raktal.

1850
Daveenn : GON.II pg bac'hein (Il se déconcerte de suite).

Diblasañ a reas raktal.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diblasa, diblas (Partir, s'en aller, se mettre en chemin)

Ret eo e zileuriñ raktal.

1850
Daveenn : GON.II pg dileûri (Renvoyer au lieu d'où on était venu. Envoyer en ambassade. Députer. Déléguer.)

Raktal e tisaouzanas.

1850
Daveenn : GON.II pg dizaouzani (Délivrer de la peur. Encourager. Enhardir. Rassurer. Détromper. S'enhardir. Se détromper. Se rassurer.)

raktal

1850
Daveenn : GON.II pg raktal

Raktal ez in di.

1850
Daveenn : GON.II pg raktal

Kannit an neud-mañ raktal.

1850
Daveenn : GON.II pg kanna (Blanchissez ce fil sur-le-champ).

Booz a lavaras eta d'e gar : Tenn da votez. Hag eñ he zennas raktal eus e droad.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad-amzer fall

1867
Daveenn : MGK p4

Daou a gred e ve mat mont raktal dizamant / Da gavout an heizez ; eben chomo er gêr ; / Rak gant he zreid pounner e ve labour gortoz, / N'en em gavfe fenoz ; / An heizez a varvfe.

1867
Daveenn : MGK p47

« Ma ne c'hell ho pried kaout ar peoc'h ur pennad, / Petra raio neuze, lavarit, meveloù ? Da dennañ o alan[,] mar savont o fennoù, / Emaoc'h outo raktal o yudal a-bouez-penn ! »

1867
Daveenn : MGK p76

Kelenn al louarn voe kavet mat : / Ar bleiz war e livenn lakaet, / A voe raktal diskroc'henet, / Goude freuzet ha dispennet.

1867
Daveenn : MGK p105

— En em gavet, / Logodenn gêr he c'has raktal / D'ar gegin, d'ar solier, d'ar sal, / Leun a vadigoù, a vleud flour, / Traoù mat-distailh n'en deus ar paour.

1867
Daveenn : MGK p127

Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

Tro al leandi a voe graet ha kement den bev a voe kavet a voe raktal lakaet d’ar marv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.41

Mes ar manac’h a zivinas raktal edo koustiañs an den kozh-se o pikat anezhañ, hag e lavare outañ e-unan : Hemañ, an den-mañ, ma n’en deus ket merzheriet va c’henvreudeur, menec’h Sant-A[l]bin, a dle bezañ merzheriet menec’h-all, ha va c’homzoù a ya betek goueled e galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.57

Me a sav raktal, eme ar sakrist, gedet ur pennadig bihan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

Trec’het gant ur fe[iz] ken nerzhus, / Raktal outañ e komz Jezuz

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ar Barzh eneber-mañ a vefe raktal pedet da guitaat ar vodadeg.

1909
Daveenn : REZI p. 16

An ene raktal a leze da gouezhañ d’an douar e zibourc’h marvel ha, war an taol trumm, en em gave gwisket gant ur c’horf-marzh, gwenn ha kaer-dispar.

1923
Daveenn : SKET p.72

Goude ar vadeziant, raktal, eo bet sebeliet Janedig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Daveenn : SVBV p6

raktal ma

1931
Daveenn : VALL pg aussitôt

Hogen ne c'hell ket bezañ al luskadenn-se nevez a-walc'h (da lavaret eo raktal kentflandrek), rak goloet eo bet ar frailhenn gant gwiskadoù head (Gw. infra), kempred gant izelidigezh diwezhañ live ar mor, an hini he deus lakaet ar stêrioù da gleuzañ o naoz dindan al live a-vremañ.

1943
Daveenn : TNKN p23-24, notenn 19

Raktal diredet e-maez ar porzh ti-skol, an holl drubuilhoù-se a veze ankounac'haet buan.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Raktal e oa en ti an toucher hag ur beleg, a anavezis diouzhtu.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Raktal, e klaskas afer ouzh ar bañsionerien, en ul lakaat ar gont war sujed Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Deskiñ a reomp raktal hent ar c’hantin, da zourañ hon degemer [e-]touez ar brageier ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193-194

Raktal distro da Wengamp, e voe dieubet ar soudarded bloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

An holl en em renkas e-kreiz ar porzh, dre glasoù, beleien yaouank a gemeras raktal ar c'hemenn, hag e oamp kaset d'ar chapel evit ar « salud ».

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Serjant, mar plij, galvit raktal / Ur greunadour da zont er sal.

1960
Daveenn : PETO p41

Peogwir ne fell dit asantiñ, / Ec'h ez, raktal, da zamantiñ.

1960
Daveenn : PETO p39

Che ! ma tigorfe dor ar sal, / Gant tizh e tilammfen raktal ; / Tro 've da dec'hout ac'halenn / Pe, diganto, da gaout... un tenn.

1960
Daveenn : PETO p50

Dont a reont da vezañ disentus d'an arme hag e vezont toullbac'het raktal.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Da c'houloù-deiz en em gaver er porzh ha, raktal goude al lein veure, war-dro seizh eur, setu ni o tiskenn da ober hon troiad.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.

1999
Daveenn : KOKE.II p94

gant ma asantot ober din resis ha dik ar vad a c'houlennan, e steuzio raktal va zrubuilhoù evel pa vijent bet marvailhoù nemetken.

2012
Daveenn : DJHMH p. 81

"Gant piv eo bet lazhet?" a c'houlenn raktal.

2015
Daveenn : EHPEA p55

Notennoù studi

Emdroet eo ster "raktal" a-hed an amzer. Diwar lec'hiañ er spas eo aet talvoudegezh ar ger da lec'hiañ en amzer e-korf an XVIIIvet kantved. Kement-se a c'hoarvez alies e istor ar yezhoù. S.o. "rak-tal".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial