Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. 1. [1499, 1909] Digeriñ bras an divesker a-benn delc'her ar c'hempouez, chom stabil. Ret e oa dezhañ rampañ er vag evit en em zelc'her en e sav. Ober d'e zivesker rampañ. & Dre ast. Bezañ digoret-bras. Rampañ a rae e c'henoù dirak an traoù kaer-se. & Rampañ e c'henoù : c'hoarzhin a galon vat. 2. Kerzhet o telc'her an divhar an eil pell diouzh eben, gant an treid troet war an tu diavaez. Anavezout ub. diouzh ma ramp : hervez e zoare da vale. 3. Rampañ dreist ub., war udb. : gaoliañ warnañ. Rampet 'meus war ar gazeg. II. 1. [1659, 1850] Riklañ. Kaer em boa gwaskañ war an tamm soavon e oa rampet ma daouarn diwarnañ. Rampet e oan war ar bezhin. Me a oa rampet ma zreid. 2. (db. an douar, an tiez, h.a.) Disac'hañ. Rampet eo an douar er porzh.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

rampañ

1499
Daveenn : LVBCA p173 (ramper)

rampañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg glisser

rampañ

1732
Daveenn : GReg pg glisser (Glisser en écartant les deux jambes.)

rampet

1732
Daveenn : GReg pg glisser (Glisser en écartant les deux jambes, pp.)

rampet

1850
Daveenn : GON.II pg rampa (Glisser, en écartant les deux jambes. On le dit aussi pour se tenir ferme sur les pieds, en les écartant. Part.)

rampañ

1850
Daveenn : GON.II pg rampa (Glisser, en écartant les deux jambes. On le dit aussi pour se tenir ferme sur les pieds, en les écartant), riska, riskla

ramplañ

1909
Daveenn : BROU p. 413 (écarter les jambes)

Distreiñ war ho kiz a fell deoc’h ? Ramplañ a ra ho troad, n’oc’h ket evit enebiñ, c’hwi, koulskoude, den a skiant, marteze den fur.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Etimologiezh

Amprest diwar ar galleg krenn "ramper" hag a dalveze "krapat, krimpat".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial