Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. [1659, 1732, 1850] Kement a vir ouzh ub. a zibab ar pezh en deus c'hoant d'ober. Ober udb. dre redi, gant redi. Hep nep redi. [1850] Dre redi en deus e c'hraet. & Trl. Dre redi pe dre nep redi : pe e vefe mat dezhañ pe ne vefe ket. DHS. heg, nerzh, vil. 2. G. Tra ret. Redioù ar vuhez pemdeziek.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

redi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg redi

dre nep redi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (dre nep) redi

dre redi pe dre nep redi

1732
Daveenn : GReg pg force (De gré, ou de force.)

hep redi

1732
Daveenn : GReg pg (sans être) contraint, force (Sans force, sans contrainte.)

gant redi

1732
Daveenn : GReg pg (par) contrainte

hep nep redy

1732
Daveenn : GReg pg (sans nulle) contrainte, familiarité, force (Sans force, sans contrainte.)

dre redy

1732
Daveenn : GReg pg force (De force, ou par force.)

Dre redi en deus e c'hraet.

1850
Daveenn : GON.II pg rédi (Nécessité. Force. Contrainte. Violence.)

redi

1850
Daveenn : GON.II pg hék, hég, rédi

en degouezh ma "steuzfe an Dr Jekyll pe ma vefe ezvezant hep displegadenn e-pad ur prantad hiroc'h eget tri miz leun", e c'hallfe an kez Edward Hyde piaouañ madoù an kez Henry Jekyll hep goursez, hep redi na karg ebet, estreget talañ un nebeud sammadoù bihan da izili koskor an doktor.

2012
Daveenn : DJHMH p19

Alies ez int mediaoù etreoberiat ha neuze e c'hallont kelaouiñ ur bern tud hep na vefe "kempouezet" ar c'heleier -da lâret eo hep na teufe ur bodad skridaozañ bennak da renkañ, krennañ, urzhiañ, mougañ ar c'heloù bet kaset ganeoc'h abalamour da redioù a denn d'ar mennozhioù, d'ar politikerezh, d'ar c'henwerzh, d'al lezenn pe da draoù all-.

2015
Daveenn : DISENT p116

En em stummañ ha pleustriñ : ur redi !

2015
Daveenn : DISENT p88

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial