Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Refuziñ ub. : chom hep reiñ e c'houlenn dezhañ. Ouzh ma refuziñ e refuzit Doue. & (en tu gouzañv) It da'm goulenn di gant ma zad, ne viot ket refuzet gantañ. Ne oan ket bet refuzet ken n'em boa goulennet, met prest goude e oan ivez. An dud a-renk ganin ne vourront ket bezañ refuzet. & Refuziñ ub. a, eus udb. : chom hep asantiñ reiñ dezhañ. Kant vloaz zo abaoe m'en refuzer eus ar beradig-se a freskadurezh. 2. (db. an traoù) Refuziñ udb. : chom hep asantiñ degemer udb. kinniget, profet. Ne gredas ket refuziñ arc'hant ar bugel. & Refuziñ udb. da ub. : chom hep e reiñ dezhañ. Penaos e c'hallfen-me refuziñ deoc'h ma c'halon ? Refuziñ an aluzen d'ar re a implij ar pezh a serront da chervadiñ. Ret eo refuziñ deoc'h ar c'hleze a c'hallfe reiñ deoc'h ar marv. 3. (dirak un av.) Chom hep asantiñ (ober udb.). Hiziv eo ar c'hentañ gwech em buhez ma'm eus refuzet evañ gwin. Mar refuz ar merdead labourat gant an avel vat-se oc'h astenn e ouel. 4. Ent krenn Ne refuzin ket gant ma vin sur ne vin ket chalet. Arabat refuziñ. Refuzet em eus. HS. nac'h.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

refuzañ

1499
Daveenn : LVBCA p174 (refuser)

refuz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dénier, refuser

reuz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg econduire

reuzet

1732
Daveenn : GReg pg éconduire

refuz an defi

1732
Daveenn : GReg pg (refuser le) duel

reuziñ gant douster, gant onested

1732
Daveenn : GReg pg éconduire

N'em eus netra da reuziñ deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg réuzi (Refuser, rejeter une offre, une demande, ne pas accepter.)

reuziñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg réuzi (Refuser, rejeter une offre, une demande, ne pas accepter.)

reuzet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg réuzi (Refuser, rejeter une offre, une demande, ne pas accepter.)

Ha neuze c’hoazh, ma rankje ar person, abalamour da lezennoù an Aotrou Doue pe re an Iliz, refuz e bask d’ar maer, petra a arruje gantañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.6

reuziñ

1909
Daveenn : BROU p226

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial