Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kredenn en ur boud pe voudoù, en un nerzh pe nerzhioù dreistnatur a ren ar bed ; azeulerezh ha lidoù a zeu da-heul ar gredenn-se. Holl relijionoù ar bed. Ar relijion gristen. & Trl. Ober e relijion : ober diouzh al lezennoù anezhi. 2. Dre skeud. Dilhad lean pe leanez. Dougen relijion.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

relijion

1499
Daveenn : LVBCA p174 (idem)

relijion

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Religion

Ar Pab hoc’h eus ivez nac’het / Pa hoc’h eus hen dilezet / ’Barzh an traoù a relijion / ’Vit heuilh lezenn an "Nasion".

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

— Kaout a ra dit e vent tud vat, tud a relijion ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Micherour kêr hag an den a relijion a zo evel ki ha kazh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.65

— Setu me barnet d’ar marv. E galon a rannas, me 'gred, rak antronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

Va mab, eme an Aotrou de Kermengi [sic] gozh, evel disammet hag en ur sellet ouc’h an den yaouank, ma c’houlennfen diganeoc’h ha reiñ a rafec’h a-galon-vat fenoz, neket warc’hoazh, fenoz, ho puhez, mard eo ret, evit ho Toue, ho relijion hag ho pro, hag en ober a rafec’h ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.20

E meur a vro marteze [ez] eus bet dibennet muioc’h a dud eget e Breizh-Izel, mes n’eus bro ebet hag a ve bet graet enni kement evit displantañ ar relijion eus a galon an dud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

N’oa ket a-walc’h c’hoazh kement-se : bemdez, goude merenn, e testume ar vugale a-dro-war-dro en he c’hambr, hag eno e teske dezho o fedennoù, e rae dezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en ur brezeg a-enep ar veleien hag a-enep relijion Jezuz-Krist.

1878
Daveenn : EKG.II p.178

Mont a reas da di Yann ar Mest, un den a relijion vat hag a zoujañs Doue.

1878
Daveenn : EKG.II p.60

relijion

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

Abaoe am eus-me gwelet n'eo ket ar re bet savet e kolajoù strizh ar veleien, eo a veze, pa oant digouezhet er vuhez, ar re ar muiañ doujus outo nag ouzh ar Relijion, ar c'hontrol.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

En Hellegoad e veze alies leinoù gras a veze pedet dezho ar perc'henned enorusañ eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fañch Roparzh en askont d'ar verc'h henañ Anna a oa desket-bras, hag a oa plac'h a relijion.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij ! - Palmira Manso y de la Torre, kofesourig fri-lemm ! Ha c'hwi ? - Breur Arzhur eo va anv relijion. Du-mañ, e Breizh-Izel, e veze graet ac'hanon Kaourintin an Helgouarc'h.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Dre zepartamant, un eskopti hepken : / A-gevret, evel-se, ' vo aesoc'h da ren / Aferioù ar Stad hag ar Relijion, / Ar pezh a skañvay preder an Nasion.

1960
Daveenn : PETO p16

O servij an denelezh a-bezh emaon hep diforc'h a ouenn, a vroad, a relijion, a skiant-bevañ [sic].

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Troet kaer e vez ar vorianed da vreutaat diwar-benn traoù ar relijion.

1985
Daveenn : DGBD p173

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial