1. AR REST EUS UDB. : pezh a chom eus an hollad anezhañ, eus ar prantad anezhañ.
Ar rest eus ma amzer. Lemel a reas an avel-dro ur restig a splannder gant an deiz.
&
Ent krenn
Restad.
Ar rest a vo evet.
&
Hag ar rest : hag all.
2. Kest (paner).
Leun eo razh ar restoù.
3. Trl.
Bezañ e rest ub. : dleout arc'hant dezhañ.
C'hwi a vo en e rest hepdale.
4. Kunuj.
Rest ar groug : boued ar groug.
Er-maez, rest ar groug !
DHS. lañs (I), liv.