Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Reiñ en-dro ar pezh zo bet kemeret. Ret eo dezho resteuler ar pezh o deus laeret d'e berc'henn. Hag e restaole o douaroù da ziskennidi ar re argaset. Dav resteuler an arc'hant. & Ent krenn Al laeron a restaole, an enebourien en em unane. HS. daskoriñ, rentañ, retorn (verb). 2. Dislonkañ. Ar paotr bihan en deus restaolet e lein. HS. chetiñ, disteuler, rechetiñ, rentañ. II. V.g. RELIJ. Reiñ an absolvenn. Nec'het marv e oa gant ur c'hofezadur en doa klevet, evit gouzout pe oa ret resteuler pe ne oa ket. HS. absolviñ. EVEZH. : diwar ar bennrann "restaol-" e tispleger ar verb "resteuler".

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Imoriek ’ta e oa ar paotr ha dalc’het en devoa c’hoazh war e beñsoù blaz gwialenn ar Barner ; biskoazh evelkent en e empenn n’en devoa bet siket penaos, un devezh, e c’hallje, eñ paourkaezh reuzeudik, restaoliñ d’ar barner an derou mat, bet digantañ, pe war e c’hourc’hemenn, er sal vras ar presbital.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

restaol

1978
Daveenn : NDBF pg restaol

Aesoc'h a-se [na waskañ war an dud] e vez a-drugarez da boell ekonomiezh ar marc'had : breskoc'h-bresk e vez al labourerien ha nebeut-tre a amzer o dez da brederiañ ; dibaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm.

2015
Daveenn : DISENT p153

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial