Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Blev hir pe hiroc'h, stank pe stankoc'h, garv, a gresk war korf loened zo pe war ul lodenn anezhañ hepken. Reun ar moc'h(-gouez). Reun ar c'hezeg. 2. Ar blev-se implijet da zanvez gant an dud. Ur vantell reun. Ur gouriz reun. Ul linenn (besketa) reun. & Trl. kv. Bezañ diaes evel en ur roched reun : na vezañ en e aez. 3. Dre fent, PEMDEZ Blev korf pe blev penn an dud. Ober un tamm kribañ d'e reun. Reun e vruched. [1954] [...] lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d' e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall [...]. 4. Dre heveleb. Reun-geot, reun-gwez, reun-plant : anv a lakaer war gwienn plant zo, bet aozet evit ober e-lec'h reun gwir. Golc'hedoù reun-gwez.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

reun

1499
Daveenn : LVBCA p175 (soye de pourceau)

reun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reün

reun ar moc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg soye (de pourceau)

reun moc'h

1699
Daveenn : Har. pg moc'h, reun (soie de pourceau)

dougen ar roched reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (Porter la haire.)

dougen ar porpant reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (Porter la haire.)

douget ar porpant reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (Porter la haire, pp.)

plumach reun

1732
Daveenn : GReg pg aigrette

kador-reun

1732
Daveenn : GReg pg bourrer (chaise bourrée)

kadorioù reun

1732
Daveenn : GReg pg bourrer (chaise bourrée)

reun marc'h

1732
Daveenn : GReg pg crin (long poil qui vient au cou, & à la queuë des chevaux)

torchad reun

1732
Daveenn : GReg pg floccon (Floccon de crin, & de soye de pourceau.)

torchadoù reun

1732
Daveenn : GReg pg floccon (Floccon de crin, & de soye de pourceau, p.)

torchadig reun

1732
Daveenn : GReg pg floccon (Floccon de crin, & de soye de pourceau, diminutif.)

douget ar roched reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (Porter la haire, pp.)

porpant reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (corps de chemise de crin)

porpanchoù reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (corps de chemise de crin, p.)

roched reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (corps de chemise de crin)

sae reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (corps de chemise de crin)

rochedoù reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (corps de chemise de crin, p.)

saeoù reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (corps de chemise de crin, p.)

dougen ar sae reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (Porter la haire.)

douget ar sae reun

1732
Daveenn : GReg pg haire (Porter la haire, pp.)

it da brenañ ur valaenn reun

1850
Daveenn : GON.II pg balaen

reun

1850
Daveenn : GON.II pg reûn (crin, poil long et rude du cou et de la queue des chevaux. soie de porc, etc.)

reunenn

1850
Daveenn : GON.II pg reûn (crin, poil long et rude du cou et de la queue des chevaux. soie de porc, etc. "reûnen", f., un seul crin, une seule soie).

Roit an tamouez reun din.

1850
Daveenn : GON.II pg reûn (donnez-moi le tamis de crin).

Likit ur reunenn ouzh ho neud.

1850
Daveenn : GON.II pg reûn (mettez un brin de soie de porc à votre fil).

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.

1867
Daveenn : MGK p20

Hag eñ o vont da stagañ gant e redadenn bemdeziek, pa wel o tiflukañ eus ar c’hoummoù un ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.21

Bidoullig ivez, dre he spered a gazeg a lavare : — Re a dakadennoù, moarvat, en deus evet hiriv an aotrou. hag, hep goût, ’m eus aon, en deus mesket gant reun va lost un draen bennak drez pe spern.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032-1033 (Gouere-Eost 1924)

Gwelet em eus, emezañ, en arvor ar mor-Bras, diouzh tu reter ar bed, meuriadoù tud o c’hroc’hen melen evel lêr nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o blev du-pod ha tev ha sonn evel reun-marc’h ; brizhellet o c’horf noazh gant tresadennoù naered hag erevent (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.64-65

kador reun

1931
Daveenn : VALL pg (chaise) bourré

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Daveenn : EURW.1 p10-11

Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.

1954
Daveenn : VAZA p.8-9

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial