Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den reuzeudik. Reuzeudien ha pec'herien. Ar reuzeudig a ve bet gwallgaset.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Doue en deus astennet e vrec'h war ar reuzeudig-se

1732
Daveenn : GReg pg bras (de Dieu s'est appésanti sur ce criminel)

reuzeudig paour

1732
Daveenn : GReg pg chetif (pauvre & miserable)

reuzeudiged paour

1732
Daveenn : GReg pg chetif (pauvre & miserable)

Brec'h Doue a zo en em astennet war ar reuzeudig-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bréac'h (Le bras de Dieu s'est appesanti sur ce malheureux).

Ha den ker paour hag eñ a harp e droad er bed ? / Alies hep tamm bara, hep liard bemdez-c'houloù, / E c'hwreg, e vugale, soudarded ha gwiroù, / Kredourien hag aner / A ra d'ar reuzeudig koll e benn, en ur ger.

1867
Daveenn : MGK p68

Bep eil tro ez ae ar sikourerien da ober un droiad e kêr, hag i renet gant ur mestr, evit bizitañ ar reuzeudiien hag ar glañvourien en o c'hambroù hag en o zier paour.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Daveenn : SIZH p.48

"Petra 'c'hoarvez, kenseurt?" a c'houlenn Koula ouzh unan eus ar reuzeudion en o lifre hag a zo diouzh tro a-dreñv al lietenn ruz.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial