Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?
Reuzeudikat buhez !
Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».
den reuzeudik a zo ac'hanout
reuzeudik
Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.
E berr amzer, Job a dennas e choug eus al l[ê]renn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.
Touer reuzeudik, kenavo Er Bed Dianav 'lec'h ma vo Lakaet ar c'hemm 'tre Mad ha Fall, Etre lagadeg ha den dall, 'Tre ' re a suj, poellek ha fur, Ha ' re a zisent diouz[h] ar stur.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
reuzeulenn