Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.
Ur gaer a nozvezh skeltr e oa ; rev en aer ; ar straedoù ken naet ha leur ur sal-gorolliñ
Arabat deoc'h klask rev ouzhomp neuze.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
rev