Graet e voe ’ta an taol war vourzh, ha kavet e voe e bouzellenn ar paour kaezh un tammig pluskenn eus pikoloù rezin Las Palmas.
Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.
Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.
E miz genver eo emañ ar c'hoad en e gaerañ, mare ar frouezh eo : mar deo tremenet an "iba", frouezh ar wezenn oba, e miz kerzu, e vez kavet bremañ frouezh an "ntoundou" (pebr Ginea), ar "rezin pahouin", ar c'hraoñ-kola ha tri pe bevar seurt kraoñ all.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
reziñ