Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Frazenn - pe bennad berr - lakaet e gwerzennoù ha dibunet war gan, pe war un ton lusket, ouzh ar vugale vihan. 2. A-wechoù Rimostell. 3. (en e furm lies) Lavaroù didalvoud, kozh kaozioù. 4. RANNYEZH Kontadenn, marvailh.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

rimadell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bagatelle, conte (ou fable)

rimadell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rimadel

rimadelloù fablennus

1732
Daveenn : GReg pg fable (écrite en vers)

rimadell fablus

1732
Daveenn : GReg pg fable (écrite en vers)

c'hoari rimadell

1732
Daveenn : GReg pg corbillon (jeu d'enfant)

c'hoarioù rimadell

1732
Daveenn : GReg pg corbillon (jeu d'enfant)

rimadell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rimadel

rimadelloù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rimadel

O klevet ar rimadelloù-se, paotred ar republik ne raent nemet c’hoarzhin, mes an Aotrou Hermit a ouie e pelec’h en doa tud klañv da welet, hag en noz war-lerc’h ez ae eus a Donkedeg da Dregrom, e kofesae e dud hag e roe dezho o sakramañchoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.91

Ar rimadell-mañ nan eo, penn-da-benn, nemet ur bourd, ur c'hoariell ; na gredan ket, koulskoude e ve kavet enni netra a rebechus ha na derefe ket deus lennerien ar Groaz.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

rimadell

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adell (chose rimée)

Hag e krogis da sevel, dre guzh, e-pad studioù hir an abardaez, rimadelloù ha kontadennoù brezhonek, a lennen e-barzh ar porzh, hag e-pad ar baleadegoù, d'am c'hendiskibien.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »

1944
Daveenn : ATST p.34

Mes ar vrud a redas betek divskouarn « Juluen » e skriven dre guzh rimadennoù difennet ; pa voe serret ar studi e voe graet ur furch em boest, hag e voe kavet ur c'haier warnañ bep seurt istoriou mat ha fall, lod e galleg[,] lod e brezoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

- Ur glotenn zivalav, neuze, d'ur rimadell bennak, o chom da vouzhañ e beg ho pluenn ?...

1949
Daveenn : SIZH p.62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial