I.
1. Rann, pezh balirek a ya d'ober bevenn (II A 2) udb.
Ur wennili a oa war rizenn ar prenestr.
HS. bardell.
2. Pezh balirek, kinklet alies, a ra an dro da grec'h ur voger, ur speurenn, ur pezh arrebeuri, h.a.
Gwechall war rizenn ar gweleoù-kloz e veze lakaet poltredoù.
3. Ribl (3).
Sellet war-du ar mor dreist rizenn an tornaod.
II.
Dre ast.
1. Savenn vihan.
Dirak ar c'hev e ris war al letonenn ur rizenn gromm e stumm un hanter gelc'h. Kerzhet a raent e kostez ar ru war ur rizenn simant.
2. Lez (ak. g.).
O dougerien a yae, skañvoc'h o bale, dre ar rizenn.
3. Trl.
Rizenn an dremmwel : dremmwel (1).
III.
(db. ar c'herreg, ar reier)
Roudennig kleuz pe valirek zo meur a hini all a-stur ganti.
Rizennoù zo graet er garreg evit gallout pignat war-c'horre.
&
Dre heveleb.
Linennig zo meur a hini all a-stur ganti, a weler mat war ur c'horreenn.
Peder rizenn wad a zevere eus e zaouarn.
&
Dre ast.
Steud.
Hadañ dre rizennoù, a-rizennoù.
IV.
Derez.
Birviñ a ra an dour pa sav d'ar c'hantved rizenn dommder. Ar rizenn dindan ar zero.
Daveenn :
GReg
pg corniche (la plus haute partie d'une colonne, ou d'un bâtiment)
rezenn voger
rezenn-voguer
1732
Daveenn :
GReg
pg corniche (la plus haute partie d'une colonne, ou d'un bâtiment), entablement (saillie au haut d'une muraille, le dernier rang de pierres au haut d'une maison)
rizenn voger
rizen voguer
1732
Daveenn :
GReg
pg corniche (la plus haute partie d'une colonne, ou d'un bâtiment), entablement (saillie au haut d'une muraille, le dernier rang de pierres au haut d'une maison)
rizenn
rizen
1850
Daveenn :
GON.II
pg ribl (-vôger), rizen
rizennoù
rizennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg rizen
rezenn
rézen
1850
Daveenn :
GON.II
pg rizen
rizenn
Rizenn
1909
Daveenn :
BROU
p. 415 (risée de vent)
Met ar rizenn sklaer a zo war an dremmwel a-zioc'h ar mor a sach ivez va selloù.
1985
Daveenn :
DGBD
p142
Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger.