Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Trl. Plantañ ur rozenn da ub : e douellañ. I. (ls. rozennoù, roz) 1. Unanderenn roz (str.). Rozennoù gleb-glizh e oant. Skourroùigoù ar roz-krap hag o strobadoù rozennoùigoù. 2. Trl. kv. Kaer, koant evel ur rozenn : kaer, koant da vat. Ur plac'h koant evel ur rozenn. & Flamm, ruz evel ur rozenn : flamm, ruz da vat. Choazet em eus ur vestrez zo ruz evel ur rozenn. He divjod a oa flamm evel ur rozenn. 3. Trl. skeud. [1774] Plantañ ur rozenn (gaer) (da ub.) : c'hoari un dro-gamm dezhañ. Ar c'hloareg en deus plantet ur rozenn e ti ur miliner. Plantet em eus ur rozenn gaer deoc'h. & Troadañ ur rozenn : kaout darempred rev a vo brazezded da heul. Ha hi o vont gantañ, hag o troadañ ur rozenn, a badas nav miz krenn. II. (ls. -où) 1. Lun kinklañ kelc'hiek, anezhañ meur a linenn a ya d'ober lunioù a denn o stumm da betalennoù en-dro d'ur c'helc'hig kreiz. Ur prenestr bras gant ur rozenn gaer. Ur prenestr, dek rozenn vein ennañ. 2. (db. ar c'harneged) Lodenn gizidig dindan ar votez. Ar re-se a ya ken na findaon ar rozenn. HS. sol (G.).

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

rozenn

1499
Daveenn : LVBCA p177

rozenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rose

da blantañ dezhañ ur rozenn

1774
Daveenn : BRPC p345

rozenn

1850
Daveenn : GON.II pg roz (Une seule rose).

Goude ar rozenn e teu an amgroaz.

1850
Daveenn : GON.II pg amgroaz (Après la rose vient le gratte-cu).

rozennoù

1850
Daveenn : GON.II pg roz (Une seule rose. Pl.)

Pokat a rae an doueez d’e valvennoù kloz, hag i heñvel ouzh delioùigoù ur rozenn, hag e floure ar pennadig blev rodellek, moan ha skañv evel neudennoùigoù aour.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial