Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Hollad an dud zo a-oad gant ub. Ur rumm a dremen, ur rumm all a zeu. HS. remzi(ad). 2. Tiegezh. Ni a oa daou rumm dud en ti-se. Tregont rumm dud zo er vourc'h-se. 3. Gouenn. Un ebeul o tiskenn a rumm vat. Daou rumm gaerelled zo. Loened a bep rumm. II. 1. Lod. Ur rumm anezho a oa aet da vale. Ur rumm a ra evel-se. 2. Seurt. Daou rumm remedoù en deus roet ar mezeg din. Ho rumm dud ne gomzont ket ouzh ar roue, it kuit ! 3. Traoù, tud pe loened a vez atav a-gevret pe a renker a-gevret. Ur rumm saout. Ur rumm chas. DHS. tropell. • Bec'h a save etre an daou rumm vugale, re ar skol gristen ha re ar skol lik. Etre ar veleien hag ar skolaerien eo digor ar brezel, ur rumm pe ur rumm a gouezho ouzh torgenn a-raok ma ehanor. Ar roue David a rannas ar veleien etre pevar rumm warn-ugent. • Ur rumm dilhad-gwele. Ur rumm gastelodennoù [1877] En hon amzer-ni, ur beleg a dalv nebeut, pe netra zoken, eme ur rumm dud. 4. Ent strizh Daouad. Ur rumm heuzoù. HS. re. III. Tr. Ur rumm bras : ur niver bras. [1732] Ur rumm bras a dud. & Trl. Ober e rumm war : lazhañ a gementadoù bras. Ar vosenn a reas he rumm warno. EVEZH. : kemm. blot. goude rumm.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

ur rumm bras

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vr) rum (bras)

ur rumm a ra kement-se

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vr) rum (a ra quement-se)

daou rumm tud am eus gwelet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (daou) rum (tut ameus guelet)

eus a ur rumm e teuont-holl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (eus a vr) rum (e teuont oll)

rumm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg assemblée de gens, bandes d'hommes

rumm bras

1659
Daveenn : LDJM.1 pg multitude

ur rumm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg partie, quelques (vns)

ur rumm bras a dud

1732
Daveenn : GReg pg fourmiliere (Une fourmiliere de monde.)

rumm tud

1732
Daveenn : GReg pg generation (Génération, personnes qui vivent en même temps.)

rum terrupl

1732
Daveenn : GReg pg amas

ur rumm bras a dud

1732
Daveenn : GReg pg amas

ur rumm terrupl a dud a oa eno

1732
Daveenn : GReg pg amas

destum a rummoù

1732
Daveenn : GReg pg attrouper

ur rumm menezioù dioc'htu

1732
Daveenn : GReg pg chaisne (de montagnes)

u rumm terrupl a dud

1732
Daveenn : GReg pg concours (amas de plusieurs choses, ou personnes assemblées)

Ur rumm tud a dremen ha re all a zeuio goude.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation passe, & l'autre vient.)

Ur rumm a dremen hag ur rumm all a zeu.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation passe, & l'autre vient.)

daou rumm tud am eus gwelet eno

1850
Daveenn : GON.II pg rumm

Eno e voe gwasted ur rumm bras eus ar vrezelidi.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Là fut détruite une grande partie des guerriers".

rumm

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rim

rumm

1850
Daveenn : GON.II pg rumm

rummoù

1850
Daveenn : GON.II pg rumm

rummoù

1850
Daveenn : GON.II pg rumm

ur rumm bras a oa anezho

1850
Daveenn : GON.II pg rumm

ur rumm a ra kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg rumm

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed"

1867
Daveenn : MGK p24

Ar roue-mañ a c'halvas e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leizh, hanvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vat ha re fall.

1867
Daveenn : MGK p104

Pa vez freuz en ur vro, pep hini eus ar rumm dud-se a grog el lec’h ma c’hell, hep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, en un taol, an holl draoù da vezañ boutin...

1877
Daveenn : EKG.I. p.65

En hon amzer-ni, ur beleg a dalv nebeut, pe netra zoken, eme ur rumm dud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.294

Kregiñ a reas en he bazh-yod en ur c’houlenn diganti evit pe rumm eus he loened e rae ar gwelien-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.70

Gant-se, ne deus ket nemeur da grediñ en dije an eñvor anezhañ tremenet a-rumm-da-rumm betek an dud o vevañ en IIIvet kantved kent H. S.

1923
Daveenn : SKET p.42

En em gejet er bagadoù kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skañvder, hag, o vont dre grec’hioù ha traoñioù, e rede en o ser an enezenn a-bezh (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.18

« Ar gorre [eus an douar] a zo dit hag a vezo dit ha da'z rumm, gant ma anzavi ac'hanon da aotrou, ha ma paei din pe da'm gouarnour ul leve bloaziek. »

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Me 'zo ganet en Amerika, er Stadoù-Unanet, a ouenn skosat Rumm Mac Kay.

1944
Daveenn : EURW.1 p.159

Rumm ar Jaffrennaoued a veve e tri blas eus kêr Geforc'h : Porzh-Jourdren, Porzh-Kleran hag an Draoñienn.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Setu 'ta ma zud-me da gemerout skouer an tri rumm all, evel-se e vije bet pevar faotr bihan asambles, berroc'h o dije kavet an amzer.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

eus ar gambr-studi e c'halled mont war-eeun d'an nor-se, dre un eil rumm diri.

2012
Daveenn : DJHMH p. 74

Chom a ra tener hor gounidoù eta, hag abalamour da se e rankomp chom war evezh bepred ha derc'hel da stourm a rumm da rumm.

2015
Daveenn : DISENT p181

Tri rumm dud a c'hell kaout diraez da seurt stlennadoù: ar guzulieron gemedel, gwazourien an telloù, Rann Moustrerezh an Torfederezh Kellidel ha sternerion 'zo eus maodiernezh an Arc'hant.

2015
Daveenn : EHPEA p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial