Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1850, 1954, 2016] Eus ur rumm d'unan all. Ar c'hentelioù fur a ya a-rumm-da-rumm. Ar re-se a denn a-rumm-da-rumm. [1954] E-sell e oan dija da vont war vor evel ma rae a-rumm-da-rumm paotred va c'herentiezh, martoloded holl, nemet va zad e tegouezhas dezhañ bezañ soudard war droad, ha diwar gement-se goap aveze graet dioutañ a-wechoù.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

a-rumm-da-rumm

1732
Daveenn : GReg pg generation (De generation en generation.)

a-rumm-e-rumm

1850
Daveenn : GON.II pg rumm (de génération en génération).

Komzoù da roue, tarv ar C’huzh-heol, kemenn anezho da'z preudeur, da'z pugale, da'z touarened, ha ma tremenint a-rumm-da-rumm betek an deiz diwezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.50

Dont a ran bremañ d’ar pezh a zesk deomp kelennoù a rumm-da-rumm, danevelloù ha kanennoù sakr hor pobladoù.

1923
Daveenn : SKET p.33

Nemet ez oa en o zouez, war a lavarer, un hengredenn a-rumm-da-rumm e vijent deut eus menezioù ar c’hreisteiz dre draoniennoù ar stêrioù.

1923
Daveenn : SKET p.126

E-sell e oan dija da vont war vor evel ma rae a-rumm-da-rumm paotred va c'herentiezh, martoloded holl, nemet va zad e tegouezhas dezhañ bezañ soudard war droad, ha diwar gement-se goap a veze graet dioutañ a-wechoù.

1954
Daveenn : VAZA p.63-64

A-viskoazh, abaoe an amzer ma rene Yann ar Spont da skouer, pe Ber Veur, o deus gwelet ar Rusianed a-rumm-da-rumm kement a dud o krenañ, o plegañ hag o toujañ en-dro dezho m’o deus paouezet o gourvibien d’ober van ouzh trubuilh an nesañ.

1955
Daveenn : VBRU p.36

daoust ma lavar hini pe hini, ha krenn a-wezhioù, n'eus bet Homeros ebet biskoazh hag ez eo bet savet an div varzhoneg-se gant meur a varzh hag a-rumm-da-rumm, adalek an VIIIvet kantved kent J-K.

2016
Daveenn : ILIAS p. 5

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg