Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. (db. an dud) [1927] O ruzañ (ur rann eus e gorf, e votoù). Mont a-ruz e gof, a-ruz kof. Kerzhet a-ruz botez. & Mont a-ruz korf : o ruzañ e gorf. & Mont a-ruz kammed : war e bouezig, gant diegi. [1960] War-lerc'h ho lizher, e teuan, a-ruz kammed, diegus ha poaniet, da glevout ar setañs. & Pemdez Mont a-ruz e revr, a-ruz revr. II. Adv. 1. (db. an dud) O ruzañ (ur rann eus e gorf, e votoù). Mont a-ruz. HS. a-stlej. 2. (db. an traoù) [1927] O stlejañ (udb. war an douar). Deuet e oa ar ganastell a-ruz ganin : he stlejet am boa evit he dilec'hiañ. 3. Dre skeud. Goustad, gant poan. Fall eo e zivhar, ned a nemet a-ruz. HS. a-ruzoù

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

N’em beus nemet stagañ ouc’h ar garidoù an hini a yoa stag ouc’h bazhoulenn ar c’hloc’h da ober kloc’h-galv, hag ez ay betek an traoñ. N’em bezo nemet kregiñ enni, mont a-ruz ganti, ha goustadik e tiskennin er vered.

1878
Daveenn : EKG.II p.133

a-ruz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (en glissant, en rampant)

Ha, war-lerc'h ho lizher, ' teuan, a-ruz kammed, / Diegus ha poaniet, da glevout ar setañs.

1960
Daveenn : PETO p14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial