ruzet
Bailey Willis en deus respontet da c'hGregory a-zivout kanienn Chipr, e soñje e c'helle bezañ bet stummet an draonienn-se gant ur froud-aod: an dour kaset war-du pleg-mor Famagousta gant an avel-reter a vez o c'hwezhañ peurliesañ, a zifloupe etrezek an donvor en ur ruzañ war ar strad a vije kleuzet evel-se.
War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?
N'eus nemet ar strolladoù pinvidik a gavfe peadra a-walc'h da herzel ouzh an dispign a zo evit diazezañ meur a gilometrad hent-houarn evit dougen ar c'hefioù betek ar stêrioù bras, pe evit prenañ stlejerezed dre-dan ("Caterpillar" amerikan) evit ruzañ ar c'hefioù betek an hent-houarn pe ar stêr.
Goude bezañ lennet levrioù-beaj 'zo, ha dreist-holl moarvat ar re bet savet gant tud ha n'int bet biskoazh war al lec'h o welout, e c'hortozer en em gavout en ur strouezheg hag a ranker toullañ hent drezi a daolioù strep hag a daolioù bouc'hal, dre wask ar gweennoù, ma weler marmouzien diniver o redek war ar skourroù, naered o ruzañ, ha me oar...
kouezhañ a rae e vragoù war e zivesker ha troñset e oa an traoñ evit na ruzañ war al leur
Kuit ! bez' e flaerian ha war ma gorre e ruz ar raned !
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ruzard