rust
bilen rust
rust
bet rust
rust
rustoc'h
ez rust
tud rust
rustañ
rust
Yannig, nemedec’h na glemmet / Mar oc’h er giz-se gwall c’hraet : / Brasañ torfed, ‘me hon zado[ù], / Laerezh arc’hant en ilizo[ù] ; / D’ar Sent, koulz ha dimp, na dere / E vo graet foar gant o danve[z]. / ‘N [a]otro[u] sant Pêr, ‘vit an dro-mañ, / Na vo ket re rust, a gredan, / Nemet miret don ‘n ho spered / Ar gentel ‘zo bet de[o]c’h roet. /
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
rust
Berr eo bet gwalenn ar c'hastiz, avat ; hag antronoz vintin n'emañ mui ar vatimant o ruilhal war houlennoù hir ha gorrek mor Biskaya, hogen o lakaat gwagennoù berr ha rust da eonenniñ dirak beg-douar Finisterre, a c'heller gwelout an tornaodoù sonn anezhañ war an tu kleiz, an tu m'emañ va c'hambrig; hag, en ur zigeriñ ar prenestr e c'hellan gwelout rannoù uhelañ Bro-C'halikia hanterguzhet er vogidell.
A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter, hag ur plac'hig, eizh pe zek vloaz dezhi marteze, o tont en ur redek ken buan ha ma c'halle eus ur straed kenserzh. Neuze, Aotrou, evel-just e stokas rust an eil ouzh egile e korn ar straed.
"Selaouit, ar rendaeloù etrezoc'h ne sellont ket ouzhomp," a lavar war un ton rust da Vlac'hakis.
Gwir eo ne zeu ket gwall alies ar stourmerien deus ar rummadoù sokial a vez skoet ar rustañ gant ar justis.