Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. RELIJ. (gant ur bennlizherenn-dal) Sadornvezh diskuizh, gouestlet da bediñ Doue, hervez ar relijion yuzev. Goulaouennoù ar Sabad. & Dre ast. Devezh diskuizh, evit ar gristenien. Sabad ar Gristenien eo ar Sul. 2. Bodadeg sorserien a vez da Sadorn da hanternoz, dindan ren an diaoul, hervez kredennoù zo. & RANNYEZH. Paotred ar sabad : ar gornandoned, ar viltañsoù. Dañsal evel paotred ar sabad. [1877] [...] ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad [...]. 3. Dre skeud. Trouz, safar tud o krial, o c'hourdrouz. Veig a sone c'hoazh en e benn sabad e vamm. & Trl. Kaout sabad : klevet trouz, bezañ skandalet. 4. Dre ast. Trl. Sabad ar c'hizhier : miaouadeg pa vez ar c'hizhier e tommijenn. Ur sabad kizhier en ur park tri c'horn. & (db. an dud) Cholori. Mat ! E Lokemo evit an deizioù e vo ur sabad kizhier.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

sabad

1499
Daveenn : LVBCA p178

sabad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Sabat

Un noz m'edo hemañ o c'hoari e daolioù Gant kizhier all ar vro, paotred ar riboulioù, Endra edo ganto 'r sabad, Ar vozadig razhed, dastumet a vagad, A zigoras kuzul war-benn voa da ober.

1867
Daveenn : MGK p34

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.200

Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

E-pad m’edont, evel paotred ar sabad, o tañsal, o youc’hal hag o pec’hiñ, evel pa vije kollet o fenn ganto, en-dro da dammoù ar groaz [v]ruzunet, ec’h en em gavas a du Bretouarne ar re a yoa aet da Gervern, ha, ganto, en o zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant ur gordenn he daouarn a-dreñv he c’hein.

1878
Daveenn : EKG.II p.78

Paotred ar sabad

1909
Daveenn : BROU p. 417 (Lutins. Cette expression s'applique aussi aux jeunes gens qui courent la nuit)

sabad

1909
Daveenn : BROU p. 417 (bruit)

Lom : — « Me a daolo evezh war an treuzoù, ha, bep ar mare, e rin cholori re bar da hini paotred ar Sabad. »

1944
Daveenn : ATST p.28

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial