un tenn sæz
Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.
Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.
Pelloc'h c'hoazh war an a-dreñv ez eus bet un amzer ma veze atav da ziwall ouzh saezhoù ha tennoù ar Bahouined pa bigned e diabarzh ar vro ; an amzer-se a zo ken morennus avat, ma n'eus ket un dousenn dud er vro gouest da zisplegañ deoc'h da be vare e tenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
saezhad